Kêr Karaez

Roll ar Maer

A bep seurt kefridioù zo gant ar maer .

Gantañ e vez sevenet ar galloud er gumun  :

  • gantañ e vez prientet ha sevenet divizoù ar c’huzul-kêr,
  • gantañ e vez prientet ha sevenet budjed ar gumun,
  • gantañ e vez urzhiet an dispignoù.

Kefridioù dezhañ e-unan en deus, distag diouzh re ar c’huzul-kêr

  • emañ e penn implijidi ar gumun ha ren a ra servijoù kêr,
  • reiñ a ra, en anv ar gumun, un toullad aotreoù d’an dud a-fet kêraozañ (da skouer, an aotreoù sevel, an aotreoù dismantrañ...).
  • diogeliñ a ra an urzh, ar surentez hag ar yac’husted foran.

  Ober a ra en anv ar Stad : 

Dindan aotrouniezh prokulor ar republik :

  • emañ marilh ar boblañs en e garg (lidañ an euredoù, enrollañ ar ganedigezhioù hag ar marvioù...).

Dindan aotrouniezh ar prefed :

  • karget eo da embann al lezennoù hag ar reolennoù hag ober a ra diouzh ma vint lakaet da dalvezout,
  • aozañ a ra ar votadegoù hag ar referendomoù,
  • aozañ a ra an niveradegoù.

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ