Kêr Karaez

Marilh ar boblañs / Akta-ganedigezh

Enlinenn :

Degemer mat e rann bellservijoù ti-kêr Karaez.  Grit ho koulenn enlinenn ouzh gwazourien servij marilh ar boblañs. Emaint o vont da blediñ gant ho teuliad.


Termen pourchas :

Ar pep gwellañ, evit kaout ho teulioù war-eeun, eo dont da servij marilh ar boblañs.
Anez e c’hallit leuniañ ar furmskrid amañ dindan. Ober a raio hor servijoù war-dro ho koulenn an abretañ ar gwellañ.

> Renseignez le formulaire

War al lec’h  :

Gallout a rit ivez dibab kaout un akta war al lec’h en ti-kêr dre ziskouez ur gartenn-anv (pe dre lizher asambles gant ur golo-lizher evit kas anezhañ dre ar post).

Ret eo resisaat :

  • Deiziad ganedigezh
  • Anvioù hag anvioù-bihan
  • Maberezh (anvioù hag anvioù-bihan an tad hag ar vamm, anv plac’h yaouank ar vamm)

D’ho kelaouiñ
An dud gall o broadelezh bet ganet en estrenvro a rank kas o goulenn da servij kreiz Marilh ar Boblañs 44941 Naoned Cedex 9, pe e  lec’hienn Genrouedad ministrerezh an aferioù estren

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ