Kêr Karaez

Bevañ e Karaez

Karaez, ur gêr 8 028 annezad, zo anavezet abalamour da Ouel an Erer Kozh. Eus 14 d’ar 17 a viz Gouere 2011 e oa bet 268 000 a festivalourien o lidañ ugentvet deiz-ha-bloaz kentañ Festival sonerezh Frañs. Biskoazh ne oa bet kement all a festivalourien c’hoazh !
Ur mor a abadennoù a vez degemeret e Karaez a-hed ar bloaz : festival sinema ar c’henelioù Kanell ha Kenel (e 2011 e oa bet aozet ar festival-se evit ar wech kentañ), ar Bagadañs d’ar 14 a viz Gouere (bodadeg ar bagadoù hag ar c’helc’hioù keltiek), Gouel al levrioù e Breizh e miz Here, Foar ar c’hezeg giz gwechall hag ar saloñs Biolojik e deroù miz Du…


E Karaez, ur gêr lusk enni, ez eus ouzhpenn 200 kevredigezh sport, sokial pe sevenadurel hag a laka hor c’humun da vezañ bev-birvidik a-hed ar bloaz. Servijoù a zoare zo tolpet e kêr : ur stad atleterezh, ur greizenn c’hoarioù dour, div sal an holl sportoù, un hentad golf, div greizenn varc’hegezh, ur park krapvrankañ, ur milendall plant, ur sal-abadennoù 650 plas…Digor d’an holl eo ar sportoù hag an dudioù ! Arabat eo disoñjal servijoù a-leizh evit ar vugale hag ar yaouankizoù nag an obererezhioù war dachenn ar yec’hed gant ur pennospital zo ennañ ur servij trummadoù hag ur gwiliouderezh peurgetket.


Karaez, kalonenn armerzhel Kreiz-Breizh, a ginnig ul lec’h strategel d’an embregerezhioù. Ur pol e-kreiz un diazad labour 110 000 annezad eo kêr, hag enni ez eus aveadurioù kenwerzhel stank (250 a stalioù hag a servijoù).

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ