Kêr Karaez

Heñchañ ha stummañ micherel

KTH - Kreizenn ditouriñ ha heñchañ

(servij eus an Deskadurezh-Stad)
Ti ar Servijoù Publik. Pgz. 02 98 93 01 02
Evit an holl : re yaouank, tud-deuet, skolidi

  • Obererezh : titourañ, teulioù diwar-benn ar micherioù, stummadurioù skol ha skol-veur, stummadurioù a-bep-eil, ar stummerezeh dibaouez, ar c’henstrivadegoù melestradurel.
  • Kuzulioù evit an heñchañ : skoazell evit heñchañ ar skolajidi, al liseidi, ar studierien hag evit harpañ anezho da brientiñ o raktres personel.
  • Servij : sal-emdeuliaouiñ.
  • Emgav a c’haller kaout gant ur c’huzulier (ur guzulierez) heñchañ, ur psikologour(ez).


 

Kefridiezh lec'hel

Ti ar Servijoù Publik. Pgz. 02 98 99 15 80
Postel : mlcob.carhaix@wanadoo.fr

Ur servij digoust eo ar gefridiezh lec’hel evit ar re yaouank etre 16 ha 25 bloaz. Ar c’huzulierezed teknikel ha micherel a labour enni evit degemer, selaou, kelaouiñ ha heñchañ an dud yaouank da ober o difraeoù a-fet kenemprañ micherel. Kement-se a vez graet dre ar stummerezh micherel, dre ar c’hlask labour hag ivez dre ar skoazell hag an harp evit ober difraeoù a denn d’al lojeiz, ar budjed hag ar yec’hed.

Eurioù degemer  :
A Lun da Wener eus 9 e da 12 e hag eus 2 e da 5 e ha daou Sadornvezh bep miz (nemet Gouere/Eost) eus 9 e da 12 e.


 

Yalc’hadoù Embregadennoù Yaouank

Pour encourager, soutenir et promouvoir l’initiative et la mobilité des jeunes, Poher communauté a mis en place une aide aux voyages à l’étranger.
Destinée aux jeunes du territoire de Poher communauté âgés de 16 à 29 ans révolus (la date retenue pour la limite d’âge est la date de dépôt du dossier) : Joindre un justificatif de domicile ou une attestation de rattachement au foyer fiscal des parents.
Les dossiers de demande de bourse sont à retirer à Poher communauté, Place de la Tour d’Auvergne à Carhaix.
Cette bourse concerne des voyages d’études (joindre une attestation de l’école) ou des voyages à but humanitaire ou culturel (joindre le projet).
Les projets doivent être réalisés dans les six mois qui suivent l’attribution de la bourse.

Contact : Poher communauté - Maison des Services Publics, place dela Tour d'Auvergne, BP 150 - 29833 Carhaix Cedex. Tél. : 02 98 99 48 00.


 

GRETA (stummerezh dibaouez gant Ministrerezh an Deskadurezh-Stad)

Greta Arvorig (Stroll Skolioù :  GRoupement d’ETAblissements, e galleg) a labour war dachenn ar stummerezh dibaouez. Peder ajañs zo e Penn-ar-Bed : Brest, Kemper (sez sokial), Montroulez ha Karaez. Ajañs diorren Karaez Kornôg Kreiz-Breizh zo roet bod dezhi el lise Paul Sérusier (lise deskadurezh hollek ha lise deskadurezh vicherel) ha kemer a ra harp war an danframmadur anezhañ.

Ar stignadoù stummañ kinniget e Skourr Karaez GRETA Arvorig zo  :

  • Heñchañ war-du ar micherioù (diwar gourc’hemenn ar gefridiezh lec'hel), graet evit ar re yaouank dindan 26 vloaz deuet er-maez eus ar skol abaoe bloaz da nebeutañ
  • Pourchas heñchañ war ar micherioù (PHM)
  • Pourchas prientiñ d’al labour (PPL)
  • Treuzdougen ha lec’haveiñ (tud yaouank dindan 26 vloaz deuet er-maez eus ar skol abaoe bloaz da nebeutañ, tud-deuet, klaskerien labour, gopridi…) : TGM* bleinañ war an hentoù, TGM gwazour etrepaouezañ ha kaserezh (magazennañ), TGBS**, SKIR***, SDRS***, stummadur diazez war an treuzdougen danvezioù dañjerus
  • TGM kegin (tud yaouank dindan 26 vloaz deuet er-maez eus ar skol abaoe bloaz da nebeutañ, tud-deuet, klaskerien labour, gopridi…)
  • Talvoudekaat ar skiant-prenet
  • Atalier pedagogiezh personelaet
  • Kreizenn stummañ urzhiataerezh
  • Stummadurioù all : sekretourien vezegel ha sibersekretourien, prientiñ ar c’henstrivadegoù mezegel ha lezvezegel, korn bilañs gant an Deskadurezh-Stad (bilañsoù barregezhioù)


 

Darempred : GRETA ARVORIG
Lise Paul Sérusier - Straed Waldkappel
29270 Karaez-Plougêr
Pgz  02 98 93 75 77

Skourr evit heñchañ ha reiñ titouroù war ar skolioù hag ar micherioù :
36, straed an Iliz

Pgz : espace.bilan.cx@orange.fr

 

*TGM = Testeni gouested vicherel
**TGBS = Testeni gouested da vleinañ e surentez
***SKIR = Stummadur kentañ izek ha ret
****SDRS = stummadur dibaouez ha ret war ar surentez


 

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ