Kêr Karaez

Kreizenn sevenadurel vreizhek Egin

Chomlec’h : 6, plasenn Gwirioù Mab-den
Pgz : 02 98 93 37 43
Postel  : ccb-egin@orange.fr

 

Meret eo Ti ar Vro gant ar greizenn sevenadurel vreizhek « Egin ». Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo Egin.

Prezidant : Gérald Lambert

Obererezh :

  • Feurmiñ salioù labourat ha prezegenniñ
  • Aozañ beilhadegoù pe prezegennoù d’ar Gwener da noz (1 wech pe 2 bep triz miz)
  • Diskouezadegoù bep miz (nemet e miz Here), mont e-barzh digoust, digor d’an holl (da eurioù digeriñ ar palier : a Veurzh da Sadorn eus 1e30  da 5e30 d’enderv.)
  • Aozañ Gouel al Levrioù e Breizh – Saloñs Romantourien Breizh (e dibenn-sizhun diwezhañ miz Here)

Burevioù ha salioù zo e Ti ar Vro. Prestet int da veur a gevredigezh :

  • Diazezadur ha servij skoazellañ dre al labour (DSSL) :

Preti kevredigezhel digor d’an holl da greisteiz a Lun da Wener.
Pgz : 02 98 93 38 65

  • Deskiñ Spered Ar Yezh :

Kentelioù brezhoneg, stalioù hag abadennoù e brezhoneg

Pgz/plr  : 02 98 99 48 86 (degemer diouzh ar mintin : da Lun, da Veurzh, da Yaou ha da Wener)

  • Deskiñ d'An Oadourien (DAO) :

Brudañ ha kas war-raok ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien.
Pgz. 02 98 99 94 24

  • Roudour :

stummadurioù war micherioù ar brezhoneg
Pgz. : 02 98 99 75 81
Postel : roudour2@wanadoo.fr
Lec’hienn Genrouedad : www.roudour.com

  • Avel ar Poc’hêr  :

aozañ prezegennoù, divizoù…
Pgz. 02 98 99 18 93

  • Dazont ar Yezh :

aozañ abadennoù evit ar brezhoneg
Pgz. 02 98 99 18 93

Kevredigezhioù emezelet ouzh Ti ar Vro :

Kevredigezh poellgorioù sport ha c'hoarioù hengounel Breizh (F.A.L.S.A.B.), Poellgor gevelliñ Karaez-Oiartzun, Poellgor gevelliñ Karaez- Carraig Mhacaire Rois, Kalon ar Vro, Memor Kreiz-Breizh, an Erer Kozh, Strollad breizhek evit an demokratelezh ha Gwirioù Mab-den, kevredigezh Sortilège, Sindikad Labourerien Breizh (S.L.B.), Dazont ar Yezh, Diwan, Kevread Kreiz-Breizh Endro, Breizh-Iwerzhon, Diwanet.

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ