Kêr Karaez

Eostin Spered ar Yezh et Deskin Spered ar Yezh

Eostiñ Spered ar Yezh :

Ar gevredigezh a labour da zastum brezhoneg komzet, dreist-holl an troioù-lavar anavezet-mat gant ar vrezhonegerien a-vihanik. En arvar emaint da vont da netra ma ne vezont ket dastumet er vro

E Karaez e vez graet ur gentel bep sizhun, da Lun.

Titouroù : Pgz 02 96 45 94 38

Deskiñ Spered ar Yezh

Darempred : 02 98 99 48 86

Postel: deskin.spered.ar.yezh@wanadoo.fr

Degemer diouzh da Lun, da Veurzh, da Yaou ha da Wener vintin e Ti ar Vro, plasenn Gwirioù Mab-den.

  • Kentelioù brezhoneg evit an oadourien (pevar live). Graet e vez ar c’hentelioù-se bep sizhun adalek deroù miz Here betek dibenn miz Mezheven
  • Abadennoù a bep seurt e brezhoneg. Ur wech ar miz e kinnigomp abadennoù, digoust ha digor d’an holl, e brezhoneg penn-da-benn. Ar pal eo lakaat hor skolidi, pe an holl dud o deus c’hoant, da ober anaoudegezh gant glad hor bro, ar savouriezh, ar c’hreanterezh, ar sevenadur hag an istor, dre aozañ prezegennoù pe gweladennoù
  • Stalioù e brezhoneg : Kan-ha-diskan, Telenn, Dañsoù hengounel, Kentelioù istor ha douaroniezh Breizh
  • Stajoù Kan-ha-diskan : 3 sadornvezh ar bloaz

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ