Kêr Karaez

Ofis publik ar brezhoneg

Chomlec’h : 32 bis straed Félix Faure
Pgz. : 02 98 99 30 10 - Plr. : 02 98 99 30 19
Eurioù digeriñ  :
A Lun da Wener
8 e 30 - 12 e 30 hag 1 e 30 - 5 e 30

Postel : ofis29@ofis-bzh.org
Lec’hienn : http://www.ofis-bzh.org

 

Ofis publik ar brezhoneg zo un aozadur rannvroel. En e gefridi emañ termeniñ ha seveniñ an obererezhioù a ranker kas da benn evit brudañ ha kas ar brezhoneg war-raok en holl dachennoù eus ar vuhez sokial ha foran.
An Ofis, bet krouet e 1999, diwar atiz Rannvro Breizh, a ro sikour d’ar strollegezhioù tiriadel evit lakaat o folitikerezh yezh e pleustr. Bastañ a ra da ezhommoù ar strollegezhioù hag ar melestradurezhioù neuze, hag ivez da re an embregerezhioù, ar c’hevredigezhioù hag an hiniennoù a ra gant ar brezhoneg pe a fell dezho ober gantañ, ne vern petra e vefe o zachenn obererezh.

Er gumun-mañ e labour an Ofis bemdez gant Ti-kêr Karaez evit ober diouzh ma vo komzet brezhoneg en-dro war an dachenn hag evit kaout un divyezhegezh kempouez e kêr.

 

Obererezh :
 

  • Glad
  • Panellerezh
  • Treiñ
  • Ajañs diorren
  • Titouroù war ar brezhoneg

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ