Kêr Karaez

Diveskañ al lastez

Diveskañ al lastez er gêr hag an dastum diuzel anezho a c’hall bezañ sevenet bemdez gant oberoù aes ha talvoudus evit an holl. Kement-se a ra evit kalite buhez pep hini ha gwarez an endro

E Karaez e oa bet lakaet an dastum diuzel e plas e 2000. An doare dastum-se a vez graet e daou zoare : kaset e vez an dilerc’hioù a-youl vat gant an dud en takadoù ma’z eo strewet an tiez, ha dastumet e vezont a zor da zor e takadoù eus Karaez m’eo stankoc’h an tiez.

Dastumet e vez an dilerc’hioù a c’haller talvoudekaat e-barzh seier melen : brikennoù goude boued, boutailhoù plastik, boestoù metal, boestoùigoù kartoñs, paper, kazetennoù, kelaouennoù. Dastumet e vez ar sac’hadoù melen pe e leurennoù kaeliet pe a zor da zor. Ur wech dastumet e vezont kaset da greizenn diveskañ Groñvel evit bezañ divesket hervez an danvezioù.

Dastumet e vez ar gwer e kolonennoù lakaet e lec’hioù strollañ.

Ar seier melen a c’haller kaout evit netra e degemer an ti-kêr, evit tud Karaez.
 

.

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ