Kêr Karaez

Oberoù Kêr Garaez

 

Kumuniezh kumunioù ar Poc’hêr eo a zo e karg eus an endro e Karaez, met ne vir ket ouzh an ti-kêr d’ober gant an diorren padus en hec’h oberoù aveiñ hag en he mont en-dro pemdez.

Evit bremañ, e kêr Garaez, e reer war-dro an oberoù-mañ  :

  • a-fet espern an energiezh : staliañ lampoù bevezadur izel e meur a savadur eus ar gumun, lakaat tamm-ha-tamm kaoterioù dre c’haz naturel e plas ar c’haoterioù dre fioul hag an tommerezioù tredan, gwellaat an difuiñ, skoazelloù arc’hant evit staliañ tommerioù-dour heol.
  • a-fet kempenn ar savadurioù : ober gant produioù ha danvezioù ekologel
  • a-fet kêraozañ : en em glevet gant ur gevredigezh gwareziñ an endro evit sevel ar steuñv kêraozañ lec’hel
  • a-fet glasvezegoù : prenañ ur mekanik dilouzaouiñ dre dan hag ur valerez koad : dre adimplijout ar c’hoad bet o tiskoultrañ e c’haller drusaat douar ar bleuñvegoù, espern an dour ha mirout ouzh al louzeier fall da greskiñ re vuan. Gant se hon eus gallet krennañ eus 70% implij an diastuzerioù abaoe 2001.
  • Lakaat bailhoù evit dastum ar glav e-kerz servijoù teknikel kêr evit gwalc’hiñ kirri an ti-kêr ha dourañ ar glasvezegoù a vez kempennet gant ar gumun
  • a-fet ar predoù er skolioù hag al labour-douar : nac’h a reomp groñs implijout prenn deuet eus ar c’hoadegoù kentañ. Un diferad eus an ti-kêr en deus berzet gounit produioù OGK war dachenn ar gumun. Aliañ a reer servij ar predoù er skolioù d’ober gant produioù hep OGK
  • a-fet deskadurezh : kizidikaat an annezidi hag ar skolidi ouzh kudennoù an endro dre aozañ abadennoù a bep seurt (harpañ diskouezadegoù, Tro an energiezh, plantañ gwez a-gevret gant ar skolioù da ouel santez Katell, sizhunvezh an diorren padus, devezh an endro, h.a.)
  • a-fet kalite uhel a-fet endro : sevel un atalier evit dizourekaat ar fank e purlerc’h Meilh Lann ar C’hezeg (savadur KUE), sevel Ti ar c’hoarioù ampartiz (panelloù-heol)…
  • a-fet treuzdougen : prenañ kirri-tredan evit servijoù-kêr, krouiñ roudennoù divrodegoù ha straedoù-kerzhet el lodennaouegoù nevez, ober muioc’h a wenodennoù-bale.

 

 

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ