Kêr Karaez

Gevellerezh

Digor eo kêr Garaez war ar bed, ha darempredoù he devez ingal gant pemp kêr eus Europa hag ur gêr eus Palestina.

Oiartzun (Euskadi)

Emañ Oiartzun etre ar mor hag ar menezioù, tost da z-Donostia (Euskadi ar Su).

Digor eo ar poellgor d’an holl. Fellout a ra dezhañ harpañ :

  • an holl eskemmoù a denn d’ar sevenadur, d’ar sport, d’an armerzh ha d’ar skolioù
  • an emgavioù etre kevredigezhioù
  • an eskemmoù etre strolladoù tud yaouank.

Bep bloaz e vez aozet ur veaj.

Daremmpred :
Prezidant

Pgz 02 98 93 37 43

 

El Arroub (Palestina)

Abaoe 2010 eo gevellet Kêr Garaez gant kamp Al-Arroub evit diskouez he c’hengred gant Palestina

Darempred : Nazim Khalfa (prezidant)
Pgz. 02 98 93 09 18

 

Carraig Mhacaire Rois (Iwerzhon)

Ur gêr eus kontelezh Muineachán eo Carraig Mhacaire Rois, war-hed 90 km er gwalarn da Zulenn ha 10 km diouzh harzoù Norzh Iwerzhon.
Kresket-kaer eo ar gêr-se er bloavezhioù tremenet dre m’emañ e-kichen Dulenn. Heñvel a-walc’h eo Carraig Mhacaire Rois ouzh Karaez e meur a geñver :

 

  • Kement a dud o chom enni hag e Karaez
  • Maezioù a denn kalz da re ar Poc’hêr
  • Diazezet eo an armerzh war al labour-douar hag ar gounezvouederezh
  • Div stal c’hreantel a bouez : Bose (selaouelloù) ha Gerflex (gwiskadoù leur)
  • Teir skol eil derez
  • Hag ivez ur straed veur gant kalz stalioù, dezhi pevar anv disheñvel eus an norzh d’ar su, evel e Karaez.

Daou bal he deus ar gevredigezh :

  • Kas an eskemmoù war-raok etre an div gêr evit krouiñ liammoù mignoniezh etre an annezidi. Kement-se a vo sevenet dre ober eskemmoù etre ar skolioù hag ar c’hevredigezhioù, « kejadennoù keodedourien », sikour da aozañ beajoù familh pe beajoù hiniennel da Iwerzhon, h.a..
  • Kas sevenadur Iwerzhon war-raok e Karaez dre aozañ un abadenn da-geñver gouel Padrig,  e miz Meurzh, hag aozañ diskouezadegoù, prezegennoù, sonadegoù a-wechadoù, h.a.

Darempred : Marie-Louise Huiban (prezidantez)
Pgz. 02 98 93 15 98
Postel : marie-louise.huiban@orange.fr

lec’hienn web Carraig Mhacaire Rois  : 
www.carrickmacross.ie

Rijnwoude (Izelvroioù)

Pal ar poellgor zo aozañ eskemmoù sevenadurel, sportel hag armerzhel etre an div rannvro ha kas war-raok kement tra a c’hall sikour da grouiñ liammoù mignoniezh ha kenober etre annezidi an div vro.

Darempred : Marie-France Saussereau (prezidantez)
Pgz. 06 62 77 17 53

 

Waldkappel (Alamagn)

Kinnig a ra ar poellgor gevelliñ a bep seurt obererezhioù zo o fal tostaat tud disheñvel o broadelezh hag o sevenadur, gant doujañs, komprenezon ha mignoniezh.
Obererezhioù :
- eskemmoù tud yaouank
- krogadoù sport, emgavioù sevenadurel
- beajoù evit an holl hag eskemmoù etre kluboù : sport, pomperien, lazoù-kanañ, kelc’hioù sevenadurel…

Darempred: Geneviève Le Bihan (prezidantez)
Pgz. 02 98 93 74 60

 

Dawlish (Bro-Saoz)

Palioù ar poellgor :
- broudañ ha kas an eskemmoù war-raok etre kevredigezhioù ha familhoù an div gêr.
- reiñ an tu, da gentañ, d’ar muiañ-niver eus an dud (oadourien, krennarded, skolidi) da dostaat da sevenadur, da sportoù ha da zeskadurezh hor rannvroioù (Breizh-Devon) hag hor broioù (Frañs-Breizh Veur). Ha da c’houde, da zeskiñ muioc’h war gement tachenn zo ha da skoulmañ liammoù a vignoniezh kenetre an div gêr.

Bep daou vloaz e vez aozet ur « veaj ofisiel » evit un dibenn-sizhunvezh hir e Dawlish. Lojet e vez an dud gant familhoù. E-pad ar veaj-se e vez baleadennoù, gweladennoù lec’hioù istorel, prezegennoù-divizoù.

Digor eo ar poellgor da gement den eus korn-bro Karaez zo dedennet evit abeg pe abeg. Bep daou vloaz, a-bep-eil, e resev ar poellgor e vignoned pe e zanvez mignoned e Karaez er familhoù evit un dibenn-sizhunvezh hir.

Darempred : Marie-Laure Cloarec  (prezidantez)
Tél. 02 98 99 13 26.

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ