Kêr Karaez

An aveadurioù sport

Evit an amatourien hag an atletourien a live uhel ez eus daframmoù liesseurt, publik pe brevez. Ganto e c’hallont en em reiñ d’ar sport evit kevezañ pe evit diduiñ, e-barzh ur rouedad vras a gevredigezhioù, leun a startijenn.

Digoret e 2012 : Ti ar c’hoarioù ampartiz e Kerampuilh

Stad Charlez Pinsin  :

  • un dachenn vell-droad dindan c’heot gant tribunelloù ha gouleier,
  • ul leurenn atleterezh kevanaoz 250 m a hed dezhi gant un dachenn stabilaet en he c’hreiz,
  • div dachenn-dennis toet
  • sal-gigennañ

Sportva ar poull-neuial :

  • kreizenn c’hoarioù dour,
  • div dachenn dennis diavaez

Sportva al lise :

  • div sall an holl sportoù,
  • ur roudenn atleterezh e ludueg, 400 m hed dezhi,
  • ur bladenn greiz bitumet a c’hoarvez eus teir zachenn handball
  • un dachenn vasket-ball en diavaez,
  • un  dachenn vell-droad dindan c’heot evit daou laz 7 den,
  • ur sal-emgann (sal Yves Vaucher),
  • ur sal jiminas sport.

Sportva Persivien :

  • un ti-jiminas,
  • ur voger grapat,
  • un dachenn vell-droad dindan c’heot evit daou laz 7 den,
  • ur bladenn bitumet gant c’hwec’h mini-pal handball ha div baner basket-ball.

Sporta an E.M.D :

  • teir zachenn vell-droad, unan anezho a c’haller sklêrijennañ,
  • un dachenn rugbi,
  • un ti-jiminas
  • un dachenn evit embreger chas.

Traoñienn ar Stêr-Iêr  :

  • un hentad sport 1,6 km,
  • pemp stal-gigennañ,
  • ur poullig patouilhañ evit ar vugale,
  • ur greizenn varc’hegezh gant un embreglec’h toet,
  • un hentad-reteriñ.

Meilh ar Roue  :

  • Ti ar c’hlub kanoe-kaiak,
  • un hentad slalom.
  • Stand tennañ Kaborgnez : en diavaez hag en diabarzh,

Kerampuilh :

  • un hentad cross-country
  • skate park

An aveadurioù prevez :

  • hentad golf berr 9 zoull Golf Karaez – Traoñienn ar Stêr-Iêr
  • hentad avantur ha milendall plant Karaez Adrénaline - Traoñienn ar Stêr-Iêr

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ