Kêr Karaez

Ofis ar Sportoù

Ofis ar Sportoù
Boulouard ar Republik

Degemer :

 

Da Lun : eus 9 e da 12 e a.k. – eus 1 e 30 da 6 e 30 g.k.
Da Veurzh : eus 4 e 30 da 6 e 30 g.k.
Da Vercher : eus 4 e 30 da 6 e 30 g.k.
Da Wener : eus 9 e da 12 e a.k.
Da Sadorn : eus 10 e da12 e a.k


 

Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo Ofis ar sportoù. Bodet ez eus ennañ 54 c’hevredigezh sport, a strollañ ouzhpenn tri mil sportour hag a bleustr 42 sport disheñvel. 38 400 a eurvezhioù labour a-youl vat a vez bep bloaz ivez. Evit ar re yaouank  :

  • 35 sport disheñvel
  • 2 100 a dud gant un aotreadur

Emañ Ofis ar sportoù o kenlabourat gant bodad-kêr ar sportoù

Petra eo an Ofis ?

  • un aozadur kuzuliata ha buheziñ,
  • un hanterour etre ar c’hevredigezhioù hag ar velestradurezh,
  • ul liamm etre an dud hag ar c’hluboù,
  • un ere etre ar c’hevredigezhioù
  • ur framm da zegemer ar goulennoù ha skignañ an titouroù.

Petra eo e roll  :

Gant skoazell ar gumun en deus karg :

  • da studiañ ezhommoù ar gumun war dachenn an aveadurioù sport ha da ginnig o seveniñ d’an ti-kêr,
  • da genurzhiañ oberoù ar c’hevredigezhioù sport ha da aesaat an darempredoù etre ar skolioù ha strolladoù sport ar vro,
  • da verañ an aveadurioù sport,
  • da aozañ an abadennoù sport

Skoazell d’ar c’hevredigezhioù :

  • krouiñ kevredigezhioù,
  • prientiñ abadennoù,
  • prestañ dafar : korn-mouezh, dafar sport…
  • krouiñ lec’hiennoù internet

Merañ ar salioù-emvod  :

  • emvodoù ar c’hevredigezhioù,
  • diskouezadegoù,
  • feurmiñ salioù.

Merañ ar salioù implijet gant ar c’hevredigezhioù :

  • salioù-degemer ha salioù-emvod.

Traoù all  :

titouroù diwar-benn an diduamantoù, Gant kêr Garaez-Plougêr ez eus daou zesaver sport evit an obererezhioù sport :

Obererezhioù Ofis ar Sportoù  :  

  • Liessport :
    Da Veurzh : evit ar rummadoù re vras ar  skolioù-mamm/KP eus 5 e  da 6 e 15 g.k ;
    Da Verc’her e ti-jiminas Persivien
    evit  ar KDE1/KD2 (eus 2 e da 3 e 15 g.k.)
    evit ar KD2/KE1/KE2 (eus 3 e 30  da 4 e 45 g.k.)
  • Abadennoù e-pad ar vakañsoù

 skol : Golf, rugbi,  mell-droad, jiminas,
badminton, poull-ruzikat, kanoe, redadegoù-reteriñ,
marc’hegezh, tennañ gant armoù dre aer gwasket, krapañ, iskrim…

  • Obererezhioù nevez  :

   

- Jiminas evit an henidi er C’hloz bihan : adalek 55 bloaz
            Da Veurzh eus 10 e 45 da 11 e 45 a.k.
            Da Wener eus  2 e . da 3 e g.k.
- Jiminas sioul
- Mell-droad evit ar merc’hed (evit ar re 6-10 vloaz)

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ