Kêr Karaez

Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG)

 

Renerezh : Ti-kêr - Pgz: 02 98 99 34 67
Postel: direction.ccas@ville-carhaix.com

Sekretouriezh : Ti-kêr - Pgz  02 98 99 34 70
Postel:   ccas@ville-carhaix.com

Tud oadet : Ti-kêr - Pgz . 02 98 99 34 71
Postel: siasc@ville-carhaix.com

En Ti-kêr

Renerezh ar servij ha kuzulierez AST :

Ur guzulierez war an armerzh sokial ha tiegezhel zo he roll emellout eus tachenn ar yec’hed, al lojeiz, ar budjed hag an difraeoù melestradurel. Degemer a ra an dud war emgav a Lun da Wener

Skoazellerezh sokial dre vras  :

  • Degemer, selaou, skoazell
  • Prientiñ an teuliadoù skoazellerezh, an teuliadoù KOKEO
  • Skoazell d’ar familhoù, skoazell evit ar vakañsoù (merañ hag evezhiañ ar goulennoù skoazell)
  • Skoazell evit an difraeoù
  • Titouroù diwar-benn al lojeiz (teuliadoù LODEF)
  • Teuliadoù TDTN (Ti-departamant an dud nammet), skoazell varnerezhel.
  • En em enskrivañ evit an treuzdougen e kêr
  • Titouroù diwar-benn ar frammoù herberc’hiañ diwar zifrae
  • Roll eus ar skoazellerezed-mamm aotreet..

Tud oadet, nammidi

  • Degemer, selaou, skoazell
  • Titouroù diwar-benn an oberoù evit aesaat d’an dud oadet chom er gêr pe distreiñ d’ar gêr
  • Prientiñ an teuliadoù  skoazellerezh (skoazell er gêr, mont e ti ar retredidi)
  • Titouroù diwar-benn ar skorenn bersonelaet evit an emrenerezh (SPE)
  • Pakadoù ha pred Nedeleg evit « re yaouank gwechall »
  • Difraeoù melestradurel
  • Sekretouriezh ar bodad moneduster.

An Adti KOSG

17, plasenn an Ti-kêr
Pgz: 02 98 93 72 53
postel : secretariat.ccas@ville-carhaix.com
Eurioù : digor diouzh ar mintin da Lun, d’ar Meurzh, da Vercher, da Yaou ha da Wener

  • Ur psikologourez zo en he c’harg degas un harp psikologel hag adkas an dud war-zu rouedadoù sokioyac’hadel er c’hornad. Degemer a ra an dud da Lun, da Verc’her ha da Yaou. Labourat a ra ivez er « Roulotenn ».
  • Ur sekretourez velestradurel a ra war-dro an degemer hag ar sekretouriezh. Merañ a ra deiziataerioù ar psikologourez ha KTMF (Kreizennoù titouriñ war gwirioù ar merc'hed hag ar familhoù). Karget eo eus ar c’hehentiñ hag eus an enskrivadurioù evit obererezhioù ar Greizenn Sokial. Ganti e vez graet war-dro an degemer evit ar burevioù-pad sokial ivez.

Ar burevioù-pad  :

En ti-kêr  :

  • Émergence (skoazell d’ar reuzidi) : D’ar 1añ Yaou eus ar miz, eus 9e da 12e, hep emgav
  • UDKF (Unvaniezh-departamant ar c’hevredigezhioù familh) : d’ar 1añ  Meurzh eus ar miz, a-hed an devezh, war emgav
  • KRASDO (Kambr rannvroel an dreistendleadur sokial e Breizh) : da Verc’her eus 9e da 12e, war emgav er  06 15 86 66 94. site : http://cresus-bretagne.fr / mail : permanence@cresus-bretagne.fr
  • BMIHB (Kevredigezh evit ar buheziñ hag evit merañ an implij hag an herberc'hiañ e Breizh) : d’ar 1añ Merc’her eus ar miz, eus 1e30 da 4e30 g.k. war emgav

En adti KOSG  :

  • Psikolougourez : da Veurzh, da Verc’her, da Yaou ha da Wener war emgav.
  • Emgavioù evit an aferioù lezenn gant KTGMF (Kreizennoù titouriñ war gwirioù ar merc'hed hag ar familhoù) : d’ar 1añ ha d’an 3e Lun eus ar miz, war emgav
  • Kevredigezh vevezerien CLCV : d’ar 1añ Gwener eus ar miz, de 2e30 da 4e30 g.k., hep emgav
  • KGT (Kef Goproù Tiegezh) : da Lun eus 9e15 da 12e hag eus 1e30 da 4e30 g.k. ha da Verc’her, eus 9e15 da 12e, hep emgav. Pgz : 0 810 25 06 10 Cliquez ici pour consulter "Le guide de vos prestations 2013"
  • Lec’h titouriñ vakañsoù KGT (Kef Goproù-Tiegezh) ha PDAB (pourchas degemer ar bugaligoù) : war emgav er 02 98 98 32 20.
  • KDKOS (kreizenn ditourañ ha kenurzhiañ an obererezh sokial) : war emgav er 0 820 200 075.
  • Prométhée : da Yaou d’enderv, war emgav er 02 98 63 81  84
  • Pact 29 : d’an 2l Meurzh eus ar miz, d’ar 4e Meurzh d’enderv eus ar miz. War emgav er 02 98 88 55 10.

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ