Kêr Karaez

Kreizennoù obererezh mezegel-ha-sokial abred (KOMSA)

1añ hag 2l estaj er 17, plasenn an Ti-kêr

Degemeret e vez an dud diouzh ar mintin da Lun, da Veurzh ha da Yaou

Kemeret vez an emgavioù er : 02 98 88 15 15 (sez e Garlann

Ar Greizenn obererezh mezegel-ha-sokial abred (KOMSA), staliet e Garlann, e-kichen Montroulez, he deus digoret ur skourr e Karaez abaoe 2013, 17 plasenn an Ti-kêr. Ur framm prevez eo, meret gant Minored an deskadurezh publik (Pep29). Krouet e oa bet e 2006 abalamour ma oa un diouer.

 

He c’hefridioù  :

  • dizarbenn,
  • diournat,
  • diagnostikañ,
  • ober war-dro bugale etre 0 ha 6 vloaz hag a zo direizh o diorren

Prederioù war an deiz

War an deiz e vez graet ar prederioù ha war emgav, diouzh klañvadur ar vugale. E Garlann e vez labouret gant ur skipailh ennañ 15 den a vicher, mezeien arbennik, psikologourien, lezvezeien ha sokiodesaverien, hag a c’hall kemer ar vugale en o c’harg penn-da-benn. Gwelet a reont e-giz-se etre 150 ha 160 bugel bep bloaz.

Er skipailh nevez e Karaez e kaver ur sekretourez, ur psikologourez, ur psikokefluskoniourez hag un ortofonourez. Klask a reer, gant an obererezhioù a vez kinniget, aesaat d’ar vugale yaouank kavout o flas en o endro familh ha sokial, ha sikour anezho da ziorren.

 

Arc’hantaouet e vez ar GOMSA gant an Asurañs Kleñved evit 80% ha gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed evit 20%.

Kemeret e vez holl obererezhioù ar GOMSA e karg gant kef an asurañs kleñved, gant se eo digoust d’ar familhoù

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ