Kêr Karaez

Ar pennospital

Ospital Karaez
Straed an doktor Mengi
Tél. 02 98 99 20 20   Urgences : 15

Unan eus diazezadurioù Pennospital Skol-veur BREST eo. Degemer 24e/24, diwar testeni ur mezeg pe pa vez mal.

Servijoù ospitalañ  :

Degemer ha mont e-barzh 24e/24, diwar testeni ur mezeg pe pa vez mall

  • ur servij degemer evit an trummadoù gant Servij Red an Trummadoù hag an Advevañ (SRTA)
  • daou servij surjianerezh enno meur a arbennigiezh (surjianerezh an treizhañ, tromatologiezh, ortopediezh, otorinolaringologiezh)
  • ur servij prederioù stank-ha-stank
  • ur servij ginekologiezh-amiegouriezh
  • Tri servij mezegiezh : mezegiezh arbennikaet (kalonouriezh, gastro-enterologiezh, mezegiezh an diabet, hepatologiezh, kleñvedoù gwazhiennel ha neurologel) ha mezegiezh liesvarrek
  • ur servij peurbareañ.

Kuzuliadennoù en ospital :

War emgav gant sekretourva pep servij

  • Kalonouriezh, gastro-entero-hepatologiezh, ginekologiezh, kleñvedoù ar gwazhiennoù, pediatriezh, mezegiezh ar remm, mezegiezh an alkool, ORL, lagadouriezh, mezegiezh ar butun, lounezhouriezh, kuzuliadur poan, addiorren.
  • Kuzuliadenn a-raok ha war-lerc’h an oberata, surjianerezh an treizhañ, tromatologiezh, ortopediezh, imbourc’hiñ ar melloù, imbourc’hiñ ar vouzellenn-dev, O.R.L.
  • Ginekologiezh-amiegouriezh hag ekografiezh.
  • Radiologiezh.

Servijoù mezegel-teknikel  :

  • Bloc’h oberata-dishadennañ : teir sal-oberata, radiologiezh a-raok an oberata, sal dihuniñ ar re oberataet
  • Radiologiezh-skanner-ekografiezh
  • Examens de laboratoire : assurés par convention par le laboratoire d’analyses médicales de la ville et le Laboratoire du C.H.U de BrestArnodennoù : graet gant arnodva dielfennadurioù mezegel kêr hag arnodva P.O.S. Brest, diwar emglev

Kreizenn steuñviñ ha desevel ar familhoù (steuñviñ ar genel)  :

  • Titouroù hag emgavioù personelaet diwar-benn an hilastaliñ, ar c’hleñvedoù tapet dre zarempredoù rev, an torr brazezded youlek, ar gwilioudiñ, ar revelezh, ar gwallgas.

Servij herberc’hiañ evit an dud oadet  :

Kreizenn herberc’hiañ evit an dud oadet e diazalc’h – Herberc’hiañ da vat pe dibad

Servijoù e-lec’h an herberc’hiañ :

Evit chom hep bezañ kaset d’an ospital pe evit distreiñ buanoc’h d’ar gêr goude ur chomadenn en ospital

  • servij prederioù er gêr (diwar emglev gant klañvdiourezed e-maez an ospital), prederioù gant klañvdiourien, prederioù gant skoazellerien-brederiañ. En em enskrivañ ha goulenn titouroù digant ar servij
  • herberc’hiañ evit ur mare. .

Goulenn titouroù en ospital

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ