Kêr Karaez

Keleier diellaouet

Krouiñ delwenn ar c'hoarezed Gwadeg : lañs zo bet roet d'ur sav-arc'hant gant Kêr

<br/>

Dibabet ez eus bet gant Kêr Garaez enoriñ ar C'hoarezed Gwadeg evel ma tle en ur urzhiañ un delwenn skeudennus en arem, dezhi 2 m a uhelder, digant an arzourez Annick Leroy eus Roazhon.

Tanon, Tazi ha Ujeni Gwadeg

Tanon (1900-1983), Tazi (1913-1998) hag Ujeni Gwadeg (1909 - 18 a viz Genver 2003), o-zeir genidik eus Trefrin, o doa kemeret perzh e nevezidigezh ar festoù-noz, roet lañs dezho en-dro gant Loeiz Ropars, Albert Trevidig hag un nebeud emsaverien sevenadurel breizhat all er bloavezhioù 50.

Evel ar Vreudeur Morvan e chom hag e chomo ar c'hoarezed Gwadeg an dave evit kan ar bobl e brezhoneg hag evit ar c'han-ha-diskan. Dre ma veze kanet ganto e festoù-noz a-leizh o doa lakaet an dud da ober anaoudegezh gant o c'han deuet betek enno dre un hir a hengoun familh eus Kreiz-Breizh. Meur a wech o doa bet tro da genlabourat gant an telennour Alan Stivell. Paouezet en doa an triad da ganañ e 1983, pa oa aet ar c'hoar henañ, Tanon, d'an Anaon. E 1994 e oa bet asantet gant Ujeni mont war al leurenn en-dro evit lidañ he 85vet deiz-ha-bloaz, goude ma oa bet boutet warni gant he merc'h, Louise Ebrel, ur ganerez brudet, hi ivez.

Ur c'hizelladur un estlamm pegen gwirheñvel eo...

An arzourez eus Roazhon, Annick Leroy, he deus dibabet skeudenniñ anezho war al leurenn « ar stad a oa enno o vezañ war al leurenn, ar blijadur o deveze o kanañ hag o lakaat an dud da zañsal... Tazi oc'h ober ur damsell malisius ouzh Ujeni zo o vourc'hoarzhin en ur ganañ, int o-div o tistagañ ar memes silabenn eus an diskan. Tanon, a leze ur mousc'hoarzh da vleuniañ war he muzelloù, evel kustum, en ur gas ar c'han. Lugerniñ a ra he selloù prim. Santout a reer ez eus maouezed a benn anezho. Ur eurvad eo sellet outo. »

Gwir eo ez eo un estlamm gwelet al labour kizellañ. Deuet eo a-benn an arzourez da gizellañ ha da vont er munudoù evit skeudenniñ dremmoù ar c'hoarezed Gwadeg goude bezañ klasket, lennet ha gwelet teulioù e-pad pell amzer. Adkavet he deus filmoù e Gwarez filmoù Breizh hag ivez en INA, met ivez luc'hskeudennoù eus ar mare-se er c'hazetennoù ha war ar Genrouedad. « Emaon bepred  o klask luc'hskeudennoù eus ar mare-se evit kizellañ eus ar gwellañ dilhad ar c'hoarezed Gwadeg. Ma'z eus luc'hskeudennoù gant tud zo e c'hallont mont e darempred gant an Ti-kêr », eme an arzourez.

... staliet e-kreiz kêr

Meur a vloaz zo dija he doa c'hoant Kêr Garaez da enoriñ ar c'hanerezed brudet eus Breizh. « Ar c'hizelladur-se, zo bet rakwelet degas anezhañ e miz Kerzu, a vo lakaet war un dorgenn war-dro 1 m, troet ouzh ar Su, e-kreiz kêr, e krec'h plasenn ar Marc'hallac'h, eme ar maer. Al lec'h gwellañ eo evit lakaat anezhi da dalvezout ha rakwelet hon eus adkempenn penn-da-benn al lec'h-mañ evit ober ul lec'h plijus anezhañ evit bale war droad ».

Galv d'ur sav-arc'hant

Sammad hollek al labourioù kizellañ a sav da 126 603 €. Ar Rannvro he deus asantet dja reiñ ur skoaziadenn a 12 500 €. Goulennoù skoaziadennoù all emeur o sevel. C'hoant o deus an dilennidi da lakaat un niver bras a dud da gemer perzh er raktres-se dre reiñ lañs d'ur sav-arc'hant poblek kaset gant Kêr.

« Dre e zonezon e c'hallo pep hini lavaret en doa degaset e lod pa oa bet lakaet sevel un oberenn arz hag hi en enor, ouzhpenn-se, d'ar c'hanerezed brudet o deus merket istor sevenadurel Breizh », eme Gristian Troadeg. Seul vuioc'h ma c'haller didennañ ar roadennoù-se eus an tailhoù, betek 66 % evit an hiniennoù ha betek 60 % evit an embregerezhioù.

Paperennoù reiñ arc'hant a c'haller kaout el lec'hioù foran e Karaez ha da bellgargañ amañ dindan.

Da bellgargañ

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ