Kêr Karaez

Keleier diellaouet

Kêr a ya gant ur c'harr-tredan !

<br/>

Ar c'harr-tredan kentañ, ur c'h-Kangoo ZE eus ti Renault, zo en em gavet er servijoù e miz Mae. N'eo ket saotrus ha didrouz eo, hag emeur o komz diwar e benn dija. Un eil karr-tredan zo bet prenet ivez abaoe miz Mezheven.

« Diwallit, emaon o loc'hañ ! » Souezhet e oa bet implijdi an ti-kêr a oa war al lec'h gantañ : Didrouz-kaer eo ar c'heflusker pa vez o vont en-dro. Aes eo ar c'harr da vleinañ, ken ez eo souezhus, dre ma'z eo emgefreek e sistem treuzkas ha dre ma n'eus ket ezhomm da cheñch tizh.
Abaoe ar 16 a viz Mae e reer a-zevri gant ar c'h-Kangoo ZE. Graet e vez gantañ e plas ur Partner diesel evit mont ha dont e kêr. « Gallout a reer ober gantañ ur c'hant kilometr bennak hep adkargañ ar batiri, met degas a reomp da soñj deoc'h ne vez ket graet ouzhpenn 50 km bemdez e 80 % eus ar beajoù etre-kêrioù. », eme Alain Cadiou, dileuriad evit an endro bevañ.

Mont a ra ar c'h-Kangoo ZE en-dro war-bouez ur batiri Litiom-Ion hag adkarget e vez er mod standard dindan 6 pe 9 eurvezh. Ur bonn wall vox zo bet staliet, a-hend-all, en ti m'emañ ar servij naetaat nevez, e-kichenik an ti-kêr.

Un daolenn-stur gant un ekometr a ro da c'houzout titouroù a bep seurt diwar mont en-dro ar c'harr pa vezer o vont gantañ, kerkoulz ha live karg ar batiri. « un ekometr a ro da c'houzout ivez hag-eñ e vezer o veveziñ pe oc'h adtapout energiezh ». Eeun eo an traoù : seul nebeutoc'h e vez sanket tizh, seul nebeutoc'h e vez bevezet tredan.
« Pa'z eer gant ur c'harr-tredan ne vez ket dilaosket a CO2, n'eus ket a zilaoskadurioù saotrus ha koustañ a ra 2 € an deiz hepken ! », a gendalc'h an dilennad.

Er mare-mañ ma vezer prederiet muioc'h-mui gant kudennoù an endro ha gant kresk prizioù an treloskoù eo deuet ar c'hirri naet da vezañ un dra a bouez bras evit ar gevredigezh. « Roll ar strollegezhioù eo diskouez ar skouer vat, broudañ an darn vrasañ eus an dud da vezañ dedennet gantañ. Setu perak hon eus dibabet skrivañ ar c'hemenn-mañ en div yezh war ar c'harr : Kêr Garaez a ruilh gant ur c'harr-tredan, lugit 'ta ! », eme Gristian Troadeg, ar Maer.
Evit prenañ ar c'h-Kangoo ZE ez eus bet postet 17 900 € gant Kêr. An eil karr, ar Goupil G3, ur c'harr-servij brasoc'h en deus koustet 21 000 €. Goulennet ez eus bet un tamm skoazell digant Rannvro Breizh, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha Poc'hêr kumuniezh evit arc'hantaouiñ an daou garr-se.

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ