Kêr Karaez

Keleier diellaouet

Er c'hantinoù e vez debret muioc'h a voued bio

<br/>

Abaoe daou vloaz emañ ar produioù bio eus ar vro o c'hounit tachenn en asiedoù skolidi Karaez. E soñj emeur ober kement all er gumuniezh-kumunioù a-bezh.

« Roit produioù bio hag eus ar vro d'hor bugale ! ». Setu c'hoant un toullad a vammoù hag a dadoù hag a adkaver en asiedadoù hor skolidi. Mennet eo an Ti-kêr ha Sylvie Castel, eus Servij Skolioù ar Gumun, a daol evezh bras ma vo doujet ouzh ar c'hoant-se.
« Ar predoù servijet e skol Boulouard ar Republik, er skol Uhelañ, e skol Kerwenn ha skol Diwan a vez fardet gant an DSSL* Kan ar Mor a ya en-dro gant strolloù prenañ. Amredoù berr dezho o-unan o deus, prenañ a reont pesked fresk war vord ar mor hag ar memes produioù bio ha ni o deus. Gant keginer Kan ar Mor e tivizomp asambles ar rolloù-meuzioù, da vezañ aprouet gant ar vouedourez, evit seizh sizhunvezh, a vakañsoù da vakañsoù. En em harpañ a reomp war erbedadennoù Strollad studi marc'hadoù ar pretierezh stroll hag ar mezhur (SSM-PSM) ».
Gant Sylvie Castel e vez graet war-dro an urzhiadoù evit ar predoù a vez fardet war-eeun e-barzh kantin skol Persivien. « Holl ar frouezh hag al legumaj a vez prenet ganeomp digant ur brazwerzher eus Karaez pe digant ul labourer-douar bio en Aodoù-an-Arvor. Prenañ a reomp karotez, avaloù-douar ha legumaj eus ar c'houlz-amzer bewech ma c`hallomp.
Bio eo ar boued bleudennek. » « Ar c'hig a vez urzhiet e ti saverien eus Penn-ar-Bed. Al laezh a vez produet er vro. « Ar pal eo  harpañ ekonomiezh ar vro ha kempouezañ ar c'hementadoù. Degaset e vez ar produioù deomp diouzh an deiz ».

Korn-bro blein e Breizh

Abaoe miz C'hwevrer emeur o prederiañ evit ma vo keginet ha servijet produioù bio eus ar vro er pretioù stroll er gumuniezh-kumunioù a-bezh. Evit respont d'ur galv da raktresoù lañset gant Kuzul-rannvro Breizh war ziorroadur filirennoù nes ar boued e ouestl Bro Kornôg Kreiz-Breizh diorren an implij eus ar produioù biologel eus ar vro er pretierezh stroll. Ha Poc'hêr kumuniezh zo bet dalc'het evel korn-bro blein.
Gallout a ra pretioù stroll ar Gumuniezh-kumunioù bezañ ambrouget a-ratozh-kaer, m'o deus c'hoant, gant Ti ar Boued Bio e Penn-ar-Bed, ur gevredigezh etremicherel eus an departamant zo bodet enni produerien, dasparzherien, treuzfurmerien ha bevezerien. He fal zo kas al labour-douar biologel ha filierennoù ar vro war-raok.
« Ur bilañs kentañ hon eus graet gant ar Mab (Ti al Labour-douar Bio). Aet eo kalz war-raok hon difrae e Karaez dija. Emañ ar gevredigezh o vont da skoazellañ ac'hanoc'h da brientiñ produioù, ar rekipeoù, da gavout pourchaserien tostoc'h, dreist-holl evit ar bara. »

Ar c'hantinoù gant sifroù (2011-2012)

61 948 pred zo bet fardet evit skolioù publik ar gumun.
400 pred a vez fardet bemdez evit ar vugale, mui un tregont pred bennak evit an dud-deuet a ra war o zro.
1,214 tonenn. Anv zo eus ar c'hementad legumaj servijet en holl er c'hantinoù.
521 kg. Anv zo eus ar c'hementad legumaj bio servijet en asiedoù.
283 kg a riz, toazennoù, semoul, fer... bio a vez debret ivez.
Tost da 1 donennad kig a zo bet debret gant ar vugale. Bezet 526 kg a gig-yar, 168 kg a gig-bevin, 207 kg a gig-moc'h, hep kontañ ar 1 008 chipolata, an 480 mergezenn hag ar 480 silzigenn giz Tolosa.

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ