Kêr Karaez

Keleier diellaouet

Kerleon II : kenlabour gant 6 saver evit diskoulmoù en ur priz mestroniet

Meur a vloaz zo he deus fiziañs Kêr Garaez e c'hall dedennañ kalz tud, ha kinnig a ra d'ar familhoù o deus c'hoant d'ober o annez enni tachennoù evit sevel tiez. Emeur o paouez reiñ lañs d'un taol evit brudañ ar 24 lod a c'haller prenañ c'hoazh e Kerleon II.

 

Pellgargit fichennoù pep saver en ur glikañ war ar skeudennoù amañ dindan :

24 lod...

Lodennaoudeg Kerleon, lec'hiet-brav e-keñver an aezamantoù hag e-keñver kreiz-kêr, zo tonket da greskiñ.
Abaoe miz Du 2005, kêr he deus fiziet e kevredad terkañ Penn-ar-Bed (SAFI), dre emglev, ober war-dro kempenn al lec'h evit  sevel al lodennaoueg-se. Al labour-se a sell ouzh un dachenn douar ouzhpenn 2,5 hektar.
Hogos echu eo al lodenn gentañ eus al lodennadoueg (Kerleon I). Ul lod hepken a chom da werzhañ.
Krog eur da werzhañ al lodoù e Kerleon II, daou anezho zo graet evit sevel tiez stroll : war ul lod ez eus bet savet un ti ha tri lod all zo miret dija. Divizet o deus Kêr hag ar Safi reiñ lañs d'ur c'houlzad da vrudañ ar 24 lod a chom, e kenlabour gant c'hwec'h saver tiez :  Maisons Le Masson, Maisons Kerbéa, La Maison abordable, Habitat Plus, Maisons de l'Avenir ha Natilia. Pep hini eus ar saverien-se a ginnig d'an dud prenañ un dachenn hag un ti nevez adalek 100 000 €.

 

 

Pellgargit fichennoù pep saver en ur glikañ war ar skeudennoù amañ dindan :

...en ur priz mestroniet

« Kement den a breno ul lod a c'hallo en em dreiñ ouzh ar saver a garo. Ar soñj eo aesaat an difraeoù evit ar brenerien da zont, ha kinnig dezho formulennoù prest ha tout, en ur priz mestroniet », a lavar Bertrand Bergod, kuzulier-kêr dileuriet evit an annez hag al lojeiz.
« Er c'hinnigoù-se emañ an ti diouzh an RT 2012, an dachenn da sevel ti, kempennet gant an holl rouedadoù, an asurañs ouzh gwalloberiadur ar savadurioù, ar mizoù liammañ ouzh ar rouedadoù, an dell yac'husaat hag ar mizoù noter », eme an dilennad c'hoazh.
Al lodennaoueg, tost-kenañ d'ar Boulouard Jean Moulin, he deus peadra da zesachañ danvez-prenerien tiez : emañ  tostik-tost d'ar stalioù-kenwerzh, ar servijoù, ar skolioù, an obererezhioù sport ha sevenadur. Kempennet eo bet al lodoù da sevel tiez, a bep seurt ment int (eus 466 m2 da 822 m2) hag emaint en un endro dibar.
Labouret o deus ar Safi ha servij kehentiñ ar gumun evit sevel ur blaketenn vrudañ gant fichennoù hag a ginnig ar pevar saver (gwelet e-kichen). Gallet e vo pellgargañ ar blaketenn-se e lec'hienn Genrouedad an ti-kêr. Kantadoù a deulioù a vo lakaet el lec'hioù foran e Karaez ha skignet gant ar Safi e-pad saloñsoù an annez, hag ivez gant ar gevelerien saverien.  Peadra da reiñ mennozhioù d'ar brenerien da zont.


Titouroù : 02 98 99 34 72 (Servij keraozañ Kêr Garaez) pe www.ville-carhaix.bzh pe www.safi29.fr

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ