Kêr Karaez

Keleier diellaouet

An emgavioù e 2015 el Leurenn Glenmor


 

Fonnus eo koulzad sevenadurel 2015. D'an 22 a viz Genver tremenet e oa bet embannet roll an abadennoù da zont. Sonerezh klasel, hengounel, eus ar bed, c'hoariva... greomp tro an arvestoù.

 

E deroù ar bloaz e oa bet degemeret Louis Chédid hag ar fentigellour Jean-Yves Lafesse gant al Leurenn Glenmor. Ac'hann d'un nebeud sizhunioù e vo Rozenn Taleg, Yannig Noguet, Soig Siberil, Sharon Shannon, Laz-seniñ simfonek Breizh, Yann-Fañch Kemener pe c'hoazh David Krakaeur oc'h ober ur programm a-feson. Hep ober anv eus an emgavioù kinniget gant obererien sokiosevenadurel ha kevredigezhel ar c'hornad, a vez kenlabouret muioc'h-mui ganto a vloaz da vloaz.

 

« Hor c'hefridi eo kinnig ur roll abadennoù digor-kenañ, evit an holl, gant ur c'hempouez etre arzourien eus ar bed hag arzourien eus ar vro », eme bPierre Siberil, rener al Leurenn sevenadurel.

Ha berzh-kaer a ra an doare-se peogwir e oa bet degemeret 12 500 a dud e 2014, evel e 2013, ur niver hag a zo kresket kalz e-skoaz ar bloavezhioù kent. « E-keit-se hon eus diorroet oberoù sevenadurel, abadennoù evit kizidikaat ar skolidi dreist-holl. Bez' eo al lodenn eus hol labour a vez gwelet an nebeutañ. Deuet omp a-benn da zesachañ 1500 den davedomp e 2014. »

Ul lec'h a groudigezh arzel eo al Leurenn Glenmor ivez ha dre-se e oa bet degemeret c'hwec'h raktres e-pad 33 deiz e 2014.  Skoazellañ an arzourien a zeu war wel zo ul lodenn eus he c'hefridioù.

 

 

E MIZ C'HWEVRER :

# TOTORRO + WICKED (sonerezh a vremañ), d'ar Sadorn 14 da 21e er C'hlub. PU : 5€.

 

# ONE SHOOT gant ar gompagnunezh Lasko (c'hoariva adalek 15 vloaz), d'ar Yaou 26 a viz C'hwevrer da 20e30, Añfi Glenmor. PL : 10€ / PK ha PD : 7€ / PB : 5€

 

E MIZ MEURZH :

# KATELL IGRUZ gant C'hoarivari Langedig (C'hoariva e brezhoneg), d'ar Merc'her 4 da 20e30, Añfi Glenmor. Kensevenet gant al Leurenn Glenmor hag al lise Diwan. PU : 5€.

 

# ANIMAL FYESTA gant Piano chat ha Cocktail Pueblo (sonadeg fest asambles gant an dud adalek 6 vloaz), d'ar Sul 8 a viz Meurzh da 16e, Añfi Glenmor. PU : 5€ / digoust evit an dud a zeu gant ar vugale.

 

# SPESADOÙ EN ARVAR gant Teatr an Ehan, d'ar Sadorn 21 da 20e30, Añfi Glenmor. PU : 10€.

 

# ROZENN TALEG & YANNIG NOGUET + SOIG SIBERIL & ÉRIC LEGRET (muzikoù hengounel), d'ar Sul 22 da 17e, Añfi Glenmor. PL : 13€ / PK ha PD : 10€ / PB : 7€.

 

E MIZ EBREL :

# LAZ-SENIÑ SINFONEK BREIZH evit an arvest "Mozart ar Jipsian" (sonerezh klasel), d'ar Gwener 3 da 20e30. Renerezh ha violoñs : Gilles Apap. PL : 17€ / PK ha PD : 15€ / PB : 10€.

 

# GWENAN HA TADOÙ GWENAN gant Nid de Coucou (kontadenn lourennek gant blaz ar mel adalek 4 bloaz), d'ar Sul 5 da 11e ha da 15e30 er C'hlub. PU : 1€.

 

# SHARON SHANNON & ALAN CONNOR (muzikoù eus Iwerzhon), d'ar Sul 12 a viz Ebrel da 17e, Añfi Glenmor. PL : 23€ / PK ha PD : 20€ / PB : 15€.

 

# MBONGWANA STAR + MARYSE NGALULA (muzikoù eus ar bed), d'ar Sadorn 25 da 20e30, Añfi Glenmor. PL : 15€ / PK ha PD : 13€ / PB : 10€.

# DOCTEUR JEKYLL & MR HAYDN (opera evit ar vugale), gant Skol sonerezh ar Poc'hêr, Skol sonerezh, dañs ha c'hoariva Kreiz-Breizh ha Skol sonerezh bro ar Roue Morvan. D'ar Sul 26 a viz da 17e, Añfi Glenmor. Digoust.

 

E MIZ MAE :

# SOLEO (sonerezh o fiñval), d'ar Yaou 7 da 10e30 ha 14e, Añfi Glenmor. Abadennoù evit ar skolidi gant Yaouankizoù sonerezh Frañs.

 

# DAVID KRAKAEUR gant "Krakauer's ancestral groove" (sonerezh Klezmer), d'ar Gwener 15 a viz Mae da 20e30, Añfi Glenmor. PL : 15€ / PK ha PD : 13€ / PB : 10€.

 

# YANN-FAÑCH KEMENER e "Gouelit ma daoulagad" (c'hoariva sonerezh adalek 15 vloaz), d'ar YAOU 21 a viz Mae da 20e30, Añfi Glenmor. PL : 10€ / PK ha PD : 7€ / PS : 5€.

 

 

 DA ZONT :

# GOUEL AR SONEREZH, d'ar Sadorn 20 a viz Mezheven, plasenn Gwirioù Mab-den. A-benn nebeut e c'hallot kavout roll an abadennoù el lec'hiennoù Genrouedad www.glenmor.fr ha www.ville-carhaix.bzh

 

# KOULZAD SONEREZH EN ILIZ PLOUGÊR (sonerezh klasel hag hengounel) gant "Klarideoñs" d'an 23 a viz Eost, "Sonennoù" d'an 30 a viz Eost ha "Ar c'hlavisim" d'ar 6 a viz Gwengolo. Dalc'het e vo ar sonadegoù da 18e en iliz Plougêr. PU : 5€ / digoust evit ar re dindan 18 vloaz.

 

EMGAVIOÙ ALL

# SALOÑS ARTIZANED AR SEVEL-TIEZ, d'ar Sadorn 28 ha d'ar Sul 29 a viz Meurzh, eus 10e da 19e. PU : 2,50€ / digoust evit ar re dindan 16 vloaz.

 

# FOAR AN DILHAD nevez-amzer hañv, d'ar Sul 5 a viz Ebrel eus 10e da 16e (aozet gant Échanges et Cie). Digoust.

 

# DANVEZ DIBAB C'HOARIVA AL LISE PAUL SÉRUSIER : kinnig al labourioù, d'ar Meurzh 26 a viz Mae da 20e30. Digoust.

 

# ARVEST AR STROLLAD ARC-EN-CIEL d'ar Sadorn 30 a viz Mae da 20e30. Prizioù : 6 € / 3€ evit ar re dindan 12 vloaz.

 

# ABADENN DAÑS DIBENN AR BLOAVEZH gant Carhaixment Danse, d'ar Sadorn 6 a viz Mezheven da 20e30. Prizioù : 6€ / 3€ evit ar re dindan 18 vloaz / digoust evit ar re dindan 12 vloaz. 

 

# MIL PRIÑSEZ HAG UNAN gant Dañs kengret ar sav-heol, d'ar Sadorn 13 a viz Mezheven da 20e30. PRIZIOÙ : 6€ / 4€ evit ar vugale.

 

# SONADEG REDNEX gant : Tyra Loopers el lodenn gentañ. Nozvezh aozet gant Roz aon Country, d'ar Sadorn 4 a viz Gouere da 20e30.

 

# DIGOR KALON (fest-noz ha tan-arvest) aozet gant Kêr Garaez, d'al Lun 13 a viz Gouere da 19e, reper Kastell Kerampuilh.

 

# FOROM AR C'HEVREDIGEZHIOÙ ha foar an traoù sport, d'ar Sadorn 5 a viz Gwengolo, eus 10e da 17e. Digoust.

 

KROUIDIGEZH ARZEL (Annezioù)

# XXY gant ar gompagnunezh Lasko (c'hoariva), eus an  29 a viz Mezheven d'an 3 a viz Gouere.

 

# AL LABOURADEG BABIG, gant Gaëlle Steinberg (abadenn tadoù ha mammoù/bugale adalek 3 bloaz), eus ar 7 d'an 11 a viz Gwengolo.

 

# RAKTRES PAUL gant la Quincail' Cie (c'hoariva), eus ar 7 d'an 11 a viz Gwengolo.

 

 

Titouroù pleustrek / darempredoù
Leurenn Glenmor, straed Jean-Monnet, Kerampuilh, 29270 Karaez. Pgz : 02 98 99 37 50. Plr : 02 98 99 37 52. Postel : contact@glenmor.bzh
www.glenmor.bzhEurioù digeriñ an degemer : a Lun da Wener, eus 9e da 12e hag eus 14e da 18e.
Eurioù digeriñ an degemer : a Lun da Wener, eus 9e da 12e hag eus 14e da 18e.

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ