Kêr Karaez

Keleier diellaouet

Marilh ar boblañs : ur c'hresk 275 babig ganet e 2014

 

 

 

Luc'hskeudenn a-zehoù : Tyler, ganet d'ar 1 a viz Genver da 00e15, eo babig kentañ 2015. War al luc'hskeudenn emañ gant e dud, Dorothy ha Jérémie, hag e vreur henañ Nolan (19 miz)..

Luc'hskeudenn a-gleiz : Loïc zo deuet war an douar d'an 31 a viz Kerzu da 10e15 diouzh an noz. Babig diwezhañ 2014 eo. Lisa ha Laurent, eus Lokeored, zo laouen o tegemer o zrede bugel.

 

 


E fin ar bloaz e oa bet embannet gant EBSSA sifroù ar poblañsoù lezennel diazezet war niveridigezh 2012. E-skoaz sifroù 2007 (niveridigezh 1999) eo digresket hollad ar boblañs un tamm, o tremen eus 8 165 da 8 028 annezad. "Sifroù a c'haller displegañ dre m'emaomp en ur blegenn ekonomikel diaes, gant embregerezhioù bet o serriñ, eme Gristian Troadeg, ar maer. Evit se e rank an dilennidi ma'z omp ober eus ar gwellañ evit difenn ha brudañ an implij er c'hornad. Un hir a labour a gendalc'homp dizehan da gas da benn, gant Poc'hêr kumuniezh dreist-holl. E-keit-se hon eus c'hoant da virout hor servijoù publik, a asur deomp ur vuhez a-feson, evit desachañ tud nevez.
Pouezus-bras e oa bet mirout servij ar gwillioudiñ en Ospital Karaez pa weler eo kresket-kaer niver ar c'hanedigezhioù e fin ar bloaz : 15 babig bet ganet e-korf c'hwec'h deiz e deroù Miz du. Biskoazh kemend-all !
En holl e oa bet ganet 275 babig  e 2014 (en o zouez 16 babig a oa bet ganet e tiez all e diavaez Karaez), e-skoaz 257 er bloavezh a-raok. 
Evit an anvioù merc'hed eo aet ar maout gant Emma, Énora ha Louise, rampo. Evit ar baotred eo aet ar maout gant Théo (roet 7 gwech), dirak Timéo (6), ha goude Enzo ha Yanis (5). E 2014 e oa bet disklêriet 386 marv d'an ti-kêr (368 er bloavezh a-raok). 19 dimez a oa bet lidet, e-skoaz 24 e 2013 ha 12 hepken e 2012.

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ