Kêr Karaez

Keleier diellaouet

Reiñ lañs d'an oberiadenn evit staliañ ar wienn optikel e Karaez hag er Vouster

 

Reiñ lañs d'an oberiadenn evit staliañ ar wienn optikel e Karaez hag er Vouster

 

Dre forzh bezañ youlek ha mennet-start eo deuet a-benn Poc'hêr kumuniezh da vezañ e-touez ar peder c'hêr etre a vo graet enno prantad kentañ staliañ ar wienn optikel. D'an 11 a viz Kerzu tremenet e oa bet roet lañs d'an oberiadenn.

Ar poellgor sturiañ a zo ennañ, e-touez tud all, Kristian Troadeg, Prezidant Poc'hêr Kumuniezh, Pierrot Belleguic, dileuriad evit an teknologiezhioù nevez, ar c'has uhel-kenañ hag ar Genrouedad, Marie-Hélène Le Bihan, besprezidantez karget eus ar barregezhioù nevez, ha Hervé Le Norcy, pennrener servijoù Megalis Breizh.

Pal ar raktres « Breizh Kas uhel-kenañ » eo staliañ ur rouedad nevez a funioù e gwienn optikel, an diskoulm padus nemetañ evit bastañ da ezhommoù an embregerezhioù, an tiegezhioù hag ar servijoù publik.

« Breizh Kas uhel-kenañ » zo lakaet war-sav gant ar Sindikad kemmesk Megalis Breizh a zo bodet ennañ Rannvro Breizh, an departamantoù hag holl zDPKEoù* Breizh.

Abaoe meur a vloaz zo o deus diskouezet dilennidi Poc'hêr kumuniezh ez eus youl ganto evit en em lakaat diouzhtu e-barzh ar raktres-se hag evit ober e doare ma ne chomfe ket enket ar c'horn-bro war dachenn ar c'hehentiñ niverel.

Ar prantad kentañ eus al labourioù a sell ouzh Karaez (gant ar Vouster e-barzh), an Alre, Lambal ha war-dro ugent takad hag a zo muioc'h war ar maez. Adal 2016  e vo aveet  an c'hornadoù-se penn-da-benn gant ar wienn optikel.

« Roet e oa bet skouarn dimp gant Megalis hag emaomp e-touez ar peder c'hêr etre. Pouezus-bras eo evit an diorroadur ekonomikel, ur splet ouzhpenn eo », eme Gristian Troadeg, Prezidant Poc'hêr kumuniezh.

D'an 11 a viz Kerzu tremenet e oa bet roet lañs d'an oberiadenn. E-barzh emañ « ar studiadenn raktres » hag « implij danframmoù un trede » (gouinoù, postoù, talioù...). A-raok dibenn ar bloavezh 2014 ha deroù 2015 e vo renablet ar boestoù-lizheroù gant implijidi un embregerezh eilkevratour gant Orange e kumunioù Karaez hag ar Vouster evit gouzout pet lugell a vo ezhomm da staliañ. E diskar-amzer 2015 e krogo al labourioù hag en eil c'hwec'hmiziad eus 2016 e vo staliet ar c'has uhel-kenañ e Karaez hag er Vouster.

An eil prantad eus al labourioù a vo evit kumunioù all eus Poc'hêr kumuniezh betek 2018 (Motrev, Kledenn-Poc'hêr hag ul lodenn eus Kerglof). 80 % eus lugelloù-pellgomz ar gumuniezh-kumunioù a-bezh a vo kevreet ouzh ar rouedad gwienn optikel adalek ar mare-se. Dav eo notenniñ emeur er mare-mañ o kas div oberiadenn da benn evit uhelaat ar c'has e kumunioù Plevin ha Trefrin. E miz Meurzh/Ebrel 2015 e c'hallo an div gumun-se ober gant ur c'has gwellaet.

*DPKE= Diazezadur publik a genlabour etrekumunel

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ