Kêr Karaez

Keleier diellaouet

Synutra, ur chanter divent e Karaez

Bloaz goude deroù al labourioù da sevel al labouradeg da fardañ laezh poultr evit ar babigoù Synutra e Karaez e tachenn labourerezh Kergorvo, e oa bet fardet ar « morzhed-oan en ter-douar » dirak an ao. Liang ZHANG, PPR* ar strollad Synutra, Christian Mazuray, PPR Synutra Frañs, Patrice Lafargue, PPR ar strollad Idec, saver al labouradeg, ha Kristian Troadeg, maer Karaez ha prezidant Poc'hêr kumuniezh, peurgetket.

 

Ar chanter n'eus ket par dezhañ. Kement-se a weler gant e zezverkoù dreist o far (sellit ouzh ar pennad e-kichen). Al labouradeg da zont evit fardañ laezh poultr evit marc'had Sina a vo « an hini vrasañ hag an hini vodernañ eus ar bed » war an dachenn-se, hervez an ao. Liang ZHANG. En lavaret en deus PPR Synutra dirak holl vicherourien ar chanter. Tost da 400 a vo eus ar re-se war al lec'h a-benn nebeut. Al labouradeg, ma vo postet 160 milion a euroioù evit sevel anezhi ha ma vo 250 implij da-heul, a grogo da broduiñ e miz Genver 2016.

Burevioù hag un arnodva ouzhpenn

An ao. Liang ZHANG ha Kristian Troadeg o deus sinet an aotre-sevel evit ober burevioù hag un arnodva. Ar savadurioù-se ne oa ket bet rakwelet o sevel e deroù ar raktres met deuet int da glokaat anezhañ. Ur chanter bras-divent eo evit Kreiz-Breizh : « Dalc'het ez eus bet d'ar promesaoù ». Ur pikol chanter eo. Lod o deus keñveriet anezhañ gant chanter un aerborzh zoken ! Fiziañs hon eus e verko al labouradeg-mañ maen kentañ ur c'henlabour etrezomp ha dibrad ekonomikel Kreiz-Breizh », en deus disklêriet Kristian Troadeg. Rak staliadur Synutra a roio tro da skoulmañ darempredoù evit ma vo graet postadurioù all gant Sinaiz war dachenn ar gounezvouederezh e Kreiz-Breizh. Gant an ao. Liang ZHANG eo bet meulet mennerezh dilennidi ar vro evit degemer e stroll eus ar gwellañ.  

Ur chanter hep e bar

Ar chanter-se eo ar savadur industriel brasañ emeur o sevel bremañ e Breizh. Setu amañ un nebeud sifroù heverk.

Gorread an dachenn : 14 hektar                         

Gorread ar savadurioù : 38 000 m2                 

Ec'honad douar dilamet : 260 000 m3

Rouedadoù douaret : 25 kilometr           

Ec'honad betoñs implijet : 44 500 m3                      

Uhelder an tour sec'hañ : 49 m                   

Barregezh produiñ : 7,5 t/e                             

120 000 tonennad laezh poultr produet bep bloaz

 

Petra eo ar morzhed-oan en ter-douar ?

War ar chanterioù sevel tiez, goude al labourioù didreuziñ, e vez aozet gant ar saver ar « morzhed-oan en ter-douar ». Ar c'hig, paket gant paper aluminiom ha paper kraft, a vez lakaet en ter-douar teuz e 180° e-pad war-dro 30 munut. Gant an doare poazhañ-se e teu ar c'hig da vezañ blot ha tener ha debret e vez gant an holl vicherourien ha pennoù bras ar chanter.

 

*PPR = Prezidant pennrener

 

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ