Kêr Karaez

Marc'hadoù publik

Evit mont gant hent an dizanvezelañ evit ar marc’hadoù foran emañ kêr Garaez o vont da lakaat enlinenn ar c’hemennoù galv foran d’ar c’hevezerezh a denn d’he marc’hadoù.

Er rubrikenn-mañ e vo kavet gant an embregerezhioù an holl gemennoù bruderezh a zo er mare-mañ evit marc’hadoù foran kêr Garaez, evit labourioù,  pourvezioù ha servijoù.

Pedet eo an embregerezhioù da sellet ingal ouzh ar c’hemennoù bruderezh a vez lakaet enlinenn.

Gallout a reont ivez pellgargañ an teuliadoù a blij dezho goude bezañ roet o anv (ret eo en ober evit gallout heuliañ an traoù. Da skouer, resev titouroù ent emgefreek evit klokaat pe reizhañ an teuliadoù e-pad an agerzhadur).

Posupl eo ivez respont enlinenn d’an enklaskadennoù e surentez.
Gant ar rubrikenn-se e c’hall ar geodedourien kompren gwelloc’h penaos ez a en-dro ar prenadennoù hag ar marc’hadoù tonket gant kêr (roll ar marc’hadoù : liamm war-zu e-megalis).

Kemennoù dereiñ  :

Roll marc’hadoù Kêr 

Pellgargañ:

Roll deroadurioù ar marc’hadoù foran e  2012

Liammoù talvoudus :

(© Ministrerezh an Armerzh, an arc’hant hag ar greanterezh)

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ