ar skoazell d’ar skolidi zo aozet gant Kêr Garaez evit bugale ar c’hentañ derez hag ar skolajidi.
« An oberoù skoazell d’ar skolidi zo o fal kinnig d’ar vugale, asambles gant ar skolioù, an harp hag an dafar o deus ezhomm kaout evit ober berzh. »
(Tennet eus Karta ar skoazell d’ar skolidi)
Dont a ra ar skoazell d’ar skolidi da glokaat ar skoazell personelaet a vez roet er skolioù kentañ derez hag ar skoazell desavadurel aozet er skolajoù.
Da Lun, Meurzh, Yaou ha Gwener, eus 5 e da 7 e g.k. (gant ma vo enskrivadurioù)
Annie Peuron 02 98 93 72 53
Christophe Hamonou 06 33 69 61 23
sellit ouzh ar rubrikenn Bugale/yaouankizoùla
Dav eo notenniñ ez eus kevredigezhioù a-leizh a ginnig obererezhioù, chomadennoù-vakañsiñ evit ar vugale hag ar grennarded.