Kêr Karaez

Raktres ar stad Charles Pinson

Batisoù nevez er stad Charlez Pinsin

Savet e vo batisoù nevez evit ar c’hevredigezhioù hag evit ar sport e-kichen ar stad Charlez Pinsin. D’ar 25 a viz Meurzh 2013 en doa divizet ar c’huzul-kêr, a-unvouezh, lañsañ ur studiadenn evit dibab ur mestr al labourioù.   

E 2011 he doa gourc’hemennet Kêr Garaez ur studiadenn kêraozouriezh war dakad ar stad Charlez Pinsin. “Goude bezañ selaouet ali ar re a implij ar stad, hon eus termenet war beseurt diazezoù e vo graet al labourioù kempenn”, a zispleg Olivier Faucheux, eilmaer karget eus ar sport hag eus an takadoù glas.
E 2012 e oa bet divizet gant Poc’hêr kumuniezh lakaat ar relegoù henoniezh, a zo e straed an Doktor Mengi, war wel en un doare kaer. “El lec’h-se, a vo graet « Vorgium » anezhañ, e tlefe war-dro 35 000 a weladennerien bezañ degemeret bep bloaz.” Mont a ray an dud betek eno dre straed an Doktor Mengi.
Peogwir eo lañset ar raktres Vorgium e c’hall ti-kêr Karaez lakaat ar pezh a oa bet termenet gant studiadenn 2011 da dalvezout.
“Lakaet hon eus meur a bal,” a lavar an eilmaer c’hoazh. “Dav eo deomp gwellaat trowardroioù ar skol a zo e boulouard ar Republik hag ar mod ma vez degemeret implijerien ar stad. Respont a raimp ivez da ezhommoù ar c’hevredigezhioù e Karaez gant ur sal nevez graet evite.” Pa vo kempennet al lec’h e c’hallimp ivez degemer strolladoù skolidi hag a zeuy da weladenniñ Vorgium.
Diskaret e vo ar savadurioù a zo etre ar stad ha porzh ar skol (club house DC, pratell, tavarn ha karrdioù), ha goude-se e vo savet batisoù hag a gloto mat gant an ezhommoù ha gant an endro (sellit ouzh an tres uheloc’h).
E miz Genver 2012 e oa bet brasjedet e tlefe al labourioù (hep kontañ mestroniezh al labourioù, frejoù an teul, ar c’hontroll teknikel, studiadennoù a bep seurt, traoù dic’hortoz) koustañ 367 500 € PTM.

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ