Kêr Karaez

Marilh ar boblañs / dimeziñ, sinañ un emglev keodedel a gengred (EKAG)

Dimeziñ

Dont d’an ti-kêr a-raok ober nep difrae all.

Gant ar servij e vo displeget peseurt teulioù zo ezhomm, roet e vo un teuliad ha divizet gant an danvez priedoù war deiziad hag eur an dimeziñ.

Rankout a raio an teuliad bezañ kaset d’an ti-kêr miz a-raok an eured.

Graet e vo an embannoù kerkent ha ma vo klok an teuliad.

Hervez al lezenn e rank an danvez priedoù bezañ degemeret gant ofiser marilh ar boblañs ur wech da nebeutañ a-raok an dimeziñ.

Ret eo d’an danvez priedoù prouiñ o deus un darempred gant ar gumun m’o deus c’hoant da zimeziñ.

Emglev keodedel a gengred - EKAG

Pelec’h goulenn ?

E gref lez-varn ensav Montroulez
Kinnig a ra deoc’h ur sturlevr ma vez displeget petra eo an divizoù ha peseurt difraeoù a zo d’ober.

Titouroù a c’haller kaout ivez dre glikañ  AMAÑ.

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ