Kêr Karaez

Reneveziñ ar Straed Vras

Fegak : ar Ru Vras da gentañ-penn

Un taol fall evit ar pezh a sell ouzh degas lañs en-dro e kreiz-kêr. Gant ur c’helc’hlizher eus penn kentañ 2012 eo bet cheñchet an doare ma vez roet skoaziadoù ar Fegak (font emellout evit gwareziñ an artizanerezh hag ar c’henwerzh). Setu m’he deus ranket ar gumun termeniñ en-dro evit peseurt labourioù e vo lakaet arc’hant da gentañ-penn.

“Ur c’heloù fall eo : gant ur c’helc’hlizher eus an 12 a viz Ebrel 2012, a-berzh Frédéric Lefebvre, sekretour-Stad da vare Nicolas Sarkozy, eo bet digresket an tachennoù ma c’haller kaout skoaziadoù digant ar Fegak”, en doa displeget ar Maer e-kerzh ar c’huzul-kêr a oa dalc’het d’an 21 a viz Mae 2012. Diwar neuze ne c’haller goulenn bezañ skoazellet nemet evit an terkerezh-kêr er c’humunioù lec’h n’eus ket 3000 a dud o chom hag evit ar postadurioù a sell war-eeun ouzh ar c’henwerzh. Echu neuze gant an 333 907 € e oa ar Gêr e-sell da gaout. “Ne c’hallimp kaout nemet 10 000 € a-berzh ar Gambr kenwerzh ha greanterezh, evit ar stalioù-kenwerzh hepken.”

Ret e vo d’ar Gêr neuze lakaat an arc’hant a zo ezhomm evit an holl labourioù e omp e-sell d’ober, pe dost. N’eus ket anv da zigalonekaat evit afer-se. “Daou vloaz zo emaomp o labourat war se ha lakaet hon eus 20 000 € dija evit an diagnostik.”

Gant an diagnostik-se hon doa gallet sevel fichennoù obererezh evit diazezañ dre vras an tri reuziad labourioù. Ranket hon eus termeniñ en-dro ar pezh a vefe d’ober da gentañ-penn

.

Ar Ru Vras da gentañ

Goude bezañ goulennet o ali digant ar genwerzhourien zo bet divizet lakaat al labourioù kempenn ar Ru Vras er plas kentañ war roll ar Fegak. Mont a ray al labourioù kempenn straed ar Jeneral Lambert, kempenn ur blasenn e straed Gaspard Mauviel hag ur skoazell da suraat ar stalioù, d’ober ar reuziad labourioù kentañ a gousto 634 690 € PTM.

N’emañ ket ar skoazell da aesaat ar stalioù-kenwerzh d’an dud nammet e-barzh tachenn obererezh ar Fegak rak ur stignad heñvel, an Odesca (ur stignad da skoazellañ ar c’henwerzh hag an artizanerezh) a c’hall kemer ar raktresoù seurt-se e karg.

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ