Kêr Karaez

Kinnig Karaez

« E Karaez e c'hoarvez traoù a-hed ar bloaz  »

Gant Gouel an Erer Kozh eo anavezet Kêr e Frañs hag en Europa. An 22vet gouel a vo etre an 18 hag an 21 a viz Gouere 2013. Neil Young & Crazy Horse, Rammstein, Elton John & Band, Carlos Santana, Marc Lavoine, -M- pe Asaf Avidan, e-touez tud all, a vo war al leurenn e-pad ar gouel-se ha 5 500 den a labouro ennañ a-youl vat.

E 2012 e oa bet bodet 244 000 a dud ennañ. Brasañ festival muzikoù Frañs eo eta.

A-hed ar bloaz e vez degemeret ur mor a abadennoù e Karaez :

  • Festival sinema ar c’henelioù, Kanell ha Kenel, a-hed ar bloaz,
  • Gouel ar sonerezh gant Tro Vihan Frañs peurgetket ma vo 300 bugel o redek e dibenn miz Mezheven,
  • ar Bagadañs d’ar 14 a viz Gouere (bodadeg bagadoù ha kelc’hioù keltiek),
  • Gouel al Levrioù e Breizh e dibenn miz Here,
  • Foar ar C’hezeg giz gwechall hag ar saloñs biologik e deroù miz Du…

Ur gêr a zudioù

Desachet e vez gweladennerien da Garaez, kêr a zudioù, gant hec’h endro glas e Traoñienn ar Stêr-Iêr, he zachenn-gampiñ, he c’hreizennoù marc’hegezh, an hentad krapvrankañ, ar millendall plant hag ar golf.

Er su d’ar gêr emañ park Kerampuilh ma kaver al Leurenn Glenmor (sal abadennoù ha kreizenn ar c’hendalc’hioù war un dro), ar greizenn c'hoarioù dour « Plijadour » hag ar sinema. Ac’hann d’un nebeud mizioù e tigoro ivez « Le Sillon / An Erv », kreizenn displegañ ha talvoudekaat an Erer Kozh.

Emañ Kêr war un dro e-kichen ar Ganol Naoned-Brest hag e-kreiz troiadoù-bale an Hentoù Glas, ur rouedad dibar anezhañ, ma tremen ar Velodisea.

Ur glad pinvidik

Karaez, ha hi tamolodet e kalon Breizh, a c’haller tizhout gant ar c’harr dindan un eurvezh pa zeuer eus kêrioù pennañ Breizh. Emañ en ul lec’h strategel, hag en un endro dibar, etre ar Menezioù Du ha Menez Are. Ar ger « herberc’h » zo leun a ster amañ rak darempredoù eeun ha karadek a vez etre an dud.

Karaez, kêr-benn ar Poc’hêr (eus Pou kaer da lavaret eo ar vro gaer) zo unan eus keodedoù koshañ ar C’hornôg. Ouzhpenn 2000 bloaz zo e oa bet savet gant ar Romaned. Gant ar furchadegoù henoniel zo bet graet enni ez eus bet gallet lakaat war wel roudoù tiez-annez eus war-dro 2 400 vloaz a-raok J.K.

Hepdale e vo digoret d’an holl « Vorgium », kreizenn talvoudekaat ar mirva henoniezh. Gant diskouezadegoù ha binvioù gwirvoud kresket e c’hallo an dud ergerzhet ar bed galian-ha-roman, pa oa Karaez kêr-benn ur geoded.

Ul lec’h strategel e kroashent an tolpadoù-kêrioù bras

Karaez, ur gêr 8 206 annezad, kalonenn genwerzhel Kreiz-Breizh, a ginnig ul lec’h strategel d’an embregerezhioù. E kêr, anezhi ur pol frammañ e-kreiz un diazad labour 110 000 annezad ennañ, ez eus aveadurioù kenwerzhel stank (250 a stalioù hag a servijoù) ha ne baouez ket an niver anezho da greskiñ. Evel-se e vo savet park eko-obererezhioù Kergorvo ac’hann d’un nebeud mizioù.

E Karaez, ur gêr lusk enni, ez eus ouzhpenn 200 kevredigezh ivez.

Un dra vat all evit Karaez : ur gêr zegemerus eo. Goude bezañ bet kêr arsav e Tro Frañs e miz Gouere 2011 e oa bet degemeret Tro Breizh ar c’hirri kozh d’ar 26 a viz Mae 2012 (1200 a girri kozh eus Frañs hag eus lec’h all ha miliadoù a arvesterien).

Degemer mat e Karaez !

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ