Kêr Karaez

Karaez, emgav an holl sevenadurioù

Gouel an Erer Kozh

Arabat c’hwitañ emgav muzik an hañv, brasañ gouel rock Frañs (268 000 a arvesterien e 2011) a vez bep hañv e fin miz Gouere war dachenn Kerampuilh e Karaez.

Gouel al levrioù ha Saloñs Romantourien Breizh

Gouel al levrioù ha Saloñs Romantourien Karaez, un emgav na c’heller ket c’hwitañ evit bed an embann e Breizh, a vez d’an dibenn-sizhun diwezhañ a viz Here el leurenn Glenmor. Diskouez a ra pegen puilh eo bed an embann e Breizh ha bodañ a ra ouzhpenn 70 ti-embann ha tost 10 000 a dud bep bloaz. Un digarez eo ivez evit reiñ priz romant Kêr Garaez d’un aozer da-geñver digoradur ar gouel.

Bagadañs

An dibunadeg-se, enni kelc’hioù keltiek ha bagadoù, a vez aozet gant ar gevredigezh Bagadañs hag ar c’hevreadoù Bodadeg ar Sonerion, War’l Leur ha Kendalc’h bep 14 a viz Gouere e kreiz-kêr. Unan eus ar re vrudetañ eo hiziv an deiz, goude re an Oriant ha Kemper.

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ