Kêr Karaez

Embannadennoù kêr

Ar Gazetenn hag ar sturlevr pleustriñ embannet gant Kêr Garaez

Ar Gazetenn

Ar Gazetenn, enni 20 pajennad keleier, eo kannadig Kêr Garaez. Bep daou viz e vez skignet en holl voestoù-lizherioù ha kavet e vez ivez el lec’hioù foran..

Rener an embann  : Christian Troadec
Skridaozañ : Delphine Prat
Servij kehentiñ ar Gêr
02 98 99 33 33
communication@ville-carhaix.com
Pajenn Youps evit ar vugale  : Carole Farkas
Maketenn : Phisale Graphic, Carhaix
moullañ : Société Poineuf
 

Ar Gazetenn da bellgargañ

Sturlevr pleustriñ ar Gêr

Emaoc’h o paouez en em gavout e Karaez ha c’hoant ho peus d’ober anaoudegezh gant an traoù kaer a zo enni ? Emaoc’h o klask gouzout da bet eur e vez digor al levraoueg, petra eo niverenn bellgomz ar sinema pe hini al Leurenn Glenmor ? Fellout a ra deoc’h labourat a-youl vat en ur gevredigezh ? Ezhomm ho peus da gaout niverenn un artizan pe ur stal-genwerzh e kêr ? Gant ar sturlevr pleustriñ e kavfet sikour evit ho tifraeoù war ar pemdez.
Ennañ e vo displeget deoc’h, dre ar munud, penaos ec’h a ar strollegezhioù en-dro, memes mod evit an ospital, ar skolioù, ar pezh a sell ouzh an tachennoù sevenadurel ha sokial e Karaez.

Embanet e vez gant Kêr Garaez, skignet e vez en holl voestoù-lizherioù a zo er gumun ha kavet e vez en holl lec’hioù foran.

M’ho peus nevez-digoret ur stal e Karaez ha ma fell deoc’h bezañ meneget er c’hannadig, it e darempred gant servij kehentiñ ar Gêr en niverenn 02 98 99 34 63 pe communication@ville-carhaix.com

  • Pellgargit ar sturlevr pleustriñ e stumm pdf

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ