Kêr Karaez

Keleier diellaouet

Krouiñ ur servij naetaat nevez

<br/>

Un dra a bouez eo derc'hel kempenn al lec'hioù foran evit bevañ asambles hag evit mad an holl. Evit reiñ ur servij gwelloc'h d'an annezidi ez eus bet divizet gant Kêr krouiñ ur servij nevez.

Implijidi ar servij nevez, gwisket ganto jiletennoù melen fluo, a vez o vont hag o tont er straedoù hag a glask war-lerc'h loustonioù ha lastez abaoe miz. « Daou implijad, a veze oc'h ober war-dro ar c'hempenn dija er Servijoù teknikel, zo en em gavet er servij-se hag ur gevrat amzer-da-zont a zo bet krouet », eme Alain Cadiou, dileuriet evit an endro bevañ ha karget eus ar raktres-se.
Estreget skubañ ar straedoù a vo d'ober gant ar servij-se. Naetaat ar privezioù foran, arrebeuri kêr, derc'hel kempenn kroashentoù-tro zo a zo lod eus o c'hefridioù ivez.
Evit respont dillo d'an ezhommoù ez eus bet dibabet gant Kêr staliañ ar servij-se en ti kozh,
bet ennañ ar voullerezh Le Breton gwechall. Gallout a reer mont war-eeun ac'halese da straed ar C'hastell, e-kreizig kreiz-kêr. Dorioù emgefreek, gwiskvaoù nevez, adkempennet penn-da-benn eo bet ar salioù-se.

Dafar tredan


Evit gwellaat kalite an naetadurezh en ur zoujañ an endro ez eus bet divizet lakaat ar servij-se da ober gant dafar tredan. Ar c'harbed Goupil a dalvezo da gas an dafar e-lec'h ma vez ezhomm ha da naetaat kêr. Ur c'harbed all, a ya en-dro hep tredan, zo en em gavet ivez er servij : anv zo eus ur c'harbed termek, dezhañ ur broust reut ha dibleg da lemel ar c'hinvi hag al louzeier fall. Un dra nevez all : gant ar sunerez tredan belgiat, ar Glutton, e c'haller mont e kement lec'h ma ne oa ket tu da skubañ en un doare efedus. War al leurioù a bep seurt e c'haller sunañ an holl loustonioù : paper, kartoñs, begoù-sigaretenn, kanedigoù e gwer pe e plastik, kaoc'h chas, delioù sec'h...
Gant an dafar-se e vo tu ivez da lezel nebeutoc'h a c'hazoù efed ti-gwer da vont en aer ha d'ober nebeutoc'h a drouz pa vez dalc'het kempenn kêr.
Goude ar mekanik dilouzaouiñ dre dan, kravellat an hentoù, adtapout an dour-glav bep taol evit dourañ ar plant en em gav ar servij nevez-se e-barzh ar politikerezh kaset gant Kêr abaoe un nebeud bloavezhioù evit an diorren padus.
« Kalite an disoc'h a vo evit ar braz diouzh emzalc'h ekokeodedel an holl implijerien », a lavar an dilennad dave.

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ