Kêr Karaez

Keleier diellaouet

Vorgium : ur greizenn-displegañ arkeologel niverel evit kinnig muioc'h a draoù war dachenn an touristerezh hag ar sevenadur er Poc'hêr

 

Vorgium : ur greizenn-displegañ arkeologel niverel evit kinnig muioc'h a draoù war dachenn an touristerezh hag ar sevenadur er Poc'hêr

 

Derc'hel a ra Poc'hêr kumuniezh da glask kinnig muioc'h a draoù d'an douristed. Goude astenn ar park touristel c'hoarioù dour Plijadour, ma kaver traoù hep o far e Kreiz-Breizh, gant ur c'houronklec'h diavaez hag ul lec'h diskuizhañ, Poc'hêr kumuniezh a zalc'h da glask kaout brud dre dalvoudekaat amzer gozh hag illur kêr-benn ar Poc'hêr.

E Karaez, e straed an Doktor Mengi, e vo ar greizenn-displegañ ur skouer gaer evit Kêr hag ar Poc'hêr.

 Ar greizenn, dezhi ur gorread 8000 m2 en holl hag a vo kempennet 5000 m2 anezho, a vo enni :

- ul liorzh arkeologel adskeudennet hag aozet gant eizh lec'h arkeologel dedennus evel ar feunteun hag ar c'hibelldi adsavet evel pa vijemp en henamzer gant ar binvioù gwirvoud kresket,

-ur greizenn-displegañ 200 m2 a c'hallo an dud dalc'het en o c'herzhed mont enni.

Pal ar raktres, ouzhpenn desachañ touristed, eo gwareziñ an aspadennoù henoniel ha lakaat anezho war wel en-dro ha reiñ tro da dud Karaez hag ar Poc'hêr da zerc'hel soñj eus istor o c'humun hag o c'horn-bro.

 

Ur soubidigezh c'halloudel e buhez pemdeziek annezidi ar geoded eus an henamzer

Er greizenn-displegañ e c'hallo ar weladennerien soubañ, war-bouez ar binvioù gwirvoud kresket, hologrammoù, tablezennoù niverel ha skrammoù stekiñ bras, e buhez pemdeziek annezidi ar geoded eus an henamzer hag hec'h alez kenwerzh.

An « domus » (un ti-annez er c'hêrioù en henamzer roman),  ar c'hibelldi hag an holl derkadurioù all e kêr a vo skeudennaouet evit ma c'hallo ar weladennerien tapout krog e buhez pemdeziek annezidi Vorgium. Gallout a raint , da skouer, klinkañ o-unan diabarzh saloñs un domus pe c'hoazh fardañ ur pred evel er c'hentañ kantved e-barzh ur gegin hanter wir hanter c'halloudel.

 

Tem an dour a vo lakaet war wel ivez. E hentad dre an doursan a vo kinniget ouzh ur skramm diwar ur skeudenn a vremañ eus kêr Garaez.

En ur sal-vannañ e vo lakaet war wel al lec'hioù arkeologel heverk eus Breizh hag istor pinvidik ar rannvro.

 

Ur c'henemglev gant Mirdi arkeologel Herculanum 

Hag ar choaz-se da implijout teknologiezhioù nevez a vo kreñvaet gant ur c'henemglev etre Vorgium hag Herculanum, ar geoded eus an henamzer, brudet er bed a-bezh hag a zo e-kichen Pompei ha Napoli.

Un emvod zo bet etre dileuridi eus Poc'hêr kumuniezh ha rener mirdi arkeologel galloudel Herculanum. Evel e Vorgium da zont e kinniger er mirdi-se, war-bouez binvioù teknologel nevez, skeudennoù-bev hag a ro tro da welet binvioù adkavet a bep seurt, diabarzh an tiez, buhez ar geoded ha kement zo...

Ar rener zo savet a-du evit ma vo savet ur c'henemglev gant Poc'hêr kumuniezh. Un doare dibar eo  d'en em harpañ war ul lec'hienn brudet er bed a-bezh. Ar greizenn da zont evit displegañ ha talvoudekaat an henoniezh a c'hallo tennañ splet evel-se eus teknikoù eus ar c'hentañ.

Digoradur rakwelet e nevez-amzer 2016.

Koust : 1,9 milion a euroioù PTM. Skoaziadennoù evit 66% eus ar c'houst, evit ur sammad a 1 254 000 € (KD29, RRAS, Kuzul-rannvro, KGI).

Pouezet o deus ar gevelerien-se war gwellentez ar raktres.

 

Mestroniezh al labourioù :

Ajañs Proux (savour)

Laurence Chabot (mirdiourez - leurennaozerez)

Guillaume Derrien (Gweledvaour)

Burev studi SNC Lavallain

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ