Kêr Karaez

Glad

Gweladenn henchet kreiz kêr istorel

Dizoloit Istor Karaez dre binvidigezhioù he glad ha dre he savouriezh.

1 Pont Toull Vihan

War an hent da Vontroulez eo bet savet ar pont-mañ dreist ar Stêr-Iêr. Bez’ eo ul liamm etre kumunioù Plonevell ha Karaez, bet savet moarvat en XVIIIvet kantved. Aotrou an Timeur, e Poullaouen, a veze paeet ur gwir-treizh dezhañ. Diouzh tu Plonevell eo ledanoc’h ar pont evit lezel daou garr da dremen an eil e-kichen egile. Toull Vihan, skrivet Trouglevian gwechall, a oa anezhañ ur c’harter artizaned (kivijerien, kordennerien...). Ar c’hivijerezh zo un obererezh tener, a dalvez da aozañ krec’hin ar saout a-benn ober lêr ganto. Ar c’hrec’hin a vez dilamet al lard, ar c’hig hag ar blev diouto da gentañ-penn. Da c’houde e vezont lakaet an eil a-us egile e beolioù etre pemp hag eizh miz-pad. Etre an tammoù kroc’hen e vez lakaet poultr aozet diwar rusk ar gwez-derv, ar c’hivij, zo e berzh mirout ouzh al lêr da vreinañ. Da c’houde e vez lakaet ar c’hrec’hin er sec’herezh, skoet e vez warno ha broustet e vezont. Ar c’hivijerezhioù, anezho labouradegoù saotrus ha flaerius, savet war ribl ar stêrioù, a veze savet pell diouzh ar c’hêrioù.

2 Iliz-parrez Sant Treveur, bet iliz-skolaj

War-dro 1370 e oa bet savet an iliz-skolaj war dismantroù ur prioldi, a oa bet diazezet en XIIvet kantved gant Beneadiz. Gwallgaset e oa bet da vare Brezel Hêrezh Breizh (1341-1364).
Sez ur strollad chalonied eo an iliz-skolaj. E-giz ar C’hloer all, evel ar veleien, emaint e gourc’hemenn al laiked. Bevañ a reont evel ar venec’h, diouzh ur reolenn voutin. Ur c’hloc’hdi-porched zo bet savet ouzh tal kornôg an iliz war-dro 1530. Ur wareg damblaen-begek nevezc’hotek flammek zo bet savet a-us an nor-dal ha toull an dribunell. En enep eo bet levezonet kinkladur al lodenn uhelañ eus an tour gant arz an Azginivelezh (tresoù graet gant romboù ha kelc’hioù a-bep-eil). Adkavout a reer ar c’hinkladur tremen, dibar da savadurioù Gwengamp d'ar mare-se, war kloc’hdi Plougêr. Ur gorzenn e greunit, bet diskaret e 1575, a oa bet savet a-us tour iliz Sant Treveur. Ar savadur a-bezh a oa 75 m uhelder dezhañ. E deroù ar bloavezhioù 1880 e oa bet savet al lodennoù all eus an iliz, er c’hiz nevezc’hotek, hervez tresoù ar Gwerranig, tisavour an eskopti, genidik eus Sant-Brieg.

Kloc’hdi-porched bet Rummet Monumant Istorel e 1921.

3 Iliz Sant Pêr Plougêr

Er VIvet kantved, war un tiriad ledanoc’h eget Karaez an Henamzer (Vorgium), e oa bet krouet parrez Plougêr. Er XVIvet hag er XVIIvet kantved e veze komzet eus Plou-ker-Karahes : parrez kêr Karaez. Da vare an Dispac’h Bras e teuas Karaez ha Plougêr da vezañ div barrez distag. D’ar mare-se ivez e voe savet kumunioù Karaez ha Plougêr ha ne voent unanet nemet pell war-lerc’h, e 1957.

Un orin romanek a oa da gentañ da iliz Plougêr. En diabarzh, el lodenn gornôg eus an nev, ez eus c’hoazh gwaregoù eus an XIvet kantved, dezho stumm un houarn marc’h. Meur a wech e oa bet adaozet ar savadur da c’houde. El lodenn gentañ eus ar XVIvet kantved e oa bet savet ur c’hloc’hdi-porched, evel ma oa bet graet en iliz-skolaj Sant Treveur. Ar c’hinkladur tremen, diouzh doare savadurioù Gwengamp, zo mesket ennañ ar c’hiz c’hotek flammek (gwaregoù-bolz damblaen-begek) ha giz an Azginivelezh (gouriblenn gant romboù ha kelc’hioù kizellet). Porched ar su, a c’hiz flammek, dezhañ ur wareg-volz dibar stumm un houarn marc’h dezhi, a oa bet adsavet moarvat en XVIIIvet kantved. Hiraet eo bet an nev roman gant treuziadennoù gotek er XVIvet kantved. Er reter emañ ar sakristiri bet adsavet e 1514 hag ar penn-iliz trizalek bet adaozet e 1746. Dilezet eo bet an iliz-parrez-mañ ha perc’hennet eo hiziv an deiz gant ar gumun.

Bet Rummet Monumant Istorel e 1914.

4 Maner Kernigez

An aotrou Kernegez a zalc’he douar, adalek ar XVvet ha betek an XVIIIvet kantved, dindan aotrou an Timeur eus Poullaouen. E Diegezh a voe unanet, dre zimeziñ, gant an Tiegezhioù Perenn war-dro 1560, Olimant war-dro 1585 ha des Cognets war-dro 1760.
An darn vrasañ eus tal a-raok al lojeiz, petra bennak ma voe adaozet war-lerc’h, a voe savet el lodenn gentañ eus an XVIIIvet kantved. Ur c’horf-savadur eus ar XVIvet kantved, hag eñ strishoc’h, zo war an tu kornôg ; anat eo e oa ur maner en e blas gwechall-gozh, kerkent hag a-raok brezelioù ar C’hevre (1580). Gant ar brezelioù-se e voe lakaet freuz ha reuz d’ar mare-se e domani an Tiegezh Olimant a Gernegez.
Ar savadur eus ar XVIvet kantved zo ennañ, en estaj, ur skouer diwezhat eus ur sal-degemer gant an oaled dres dindan ar framm (war-dro 1560). Digor eo ar sal-mañ war an diavaez gant ul lukan a zo bet levezonet ar c’hinkladur anezhañ gant arz an Azginivelezh (romboù ha kelc’hioù a-bep-eil, krogenn...). Perc’hennet gant un den prevez eo ar maner.

5 An ti lesanvet Ti ar Senechal

An ti-korn-mañ, bet savet en eil drederenn eus ar XVIvet kantved ha bet renevezet e 1606, zo lec’hiet-kaer el lec’h ma kroaz an daou hent pennañ zo e kêr. Gant ar brav m’eo bet kinklet e oa ti un aotrou moarvat. Ti ar Senechal, ofiser justis ar roue, e vez anvet. E 1565 en doa ar senesal (pe senechal), den-a-lezenn e karg eus lez-varn roueel Karaez, galloud war un tri-ugent parrez bennak tro-dro da Garaez. Diouzh tu ar pignon, an daou estaj karrezennek zo outo pennadoù-moger koad goloet gant mein-glas. Tresoù mentoniel, romboù peurgetket, e giz an Azginivelezh, a vez gwelet en adraoñ, straed Aogust Brizeug, ha war an tal a-raok, straed Félix Faure. Degas a reont da soñj eus an tresoù a vez gwelet war kloc’hdioù iliz-skolaj Sant Treveur hag iliz Plougêr.

Bet rummet Monumant Istorel e 1922 (straed August Brizeug) hag e 1976 (straed Félix Faure).

6 Pont ar Veilh Veur

Pont ar Veilh Veur, bet savet en XVIIIvet kantved moarvat, a dalveze da dreizhañ ar Stêr-Iêr ha da vont gant an hent roman kozh a gase eus Karaez-Vorgium d’an Aber Ac’h. Savet e oa bet evel pontoù all ar c’hanton : mont a ra d'e ober teir gwareg bet savet gant gwiskadoù dizingal a vein skilt bihan (distrujet e oa bet ar wareg kreiz). Markiz an Timeur, un aotrou galloudus eus Poullaouen, a veze paeet ur gwir-treizh dezhañ.

 

7 Plasenn an Ti-kêr

Er Grennamzer e oa bet savet koc’hu kêr, e koad, war ar blasenn-mañ. Evel-se ne oa ket ar marc'hadourezhioù breskañ, evel ar gwiadoù, dindan an amzer. Ar varc’hadourien na oant ket evit derc’hel o stal er c’hoc’hu en em stalie er-maez, an tostañ dezhañ ma c’hallent. Toulloù-bac’h hag ur sal justis a oa bet savet outañ e fin ar Grennamzer. E dibenn an XIXvet kantved e oa bet distrujet koc’hu ar Grennamzer, pa gouezhe en e boull, ha savet e oa bet ur c’hoc’hu nevez diouzh ar c’hiz e-kichen plasenn ar Glaou (er reter da iliz Sant Treveur). Sez Mestroniezh dour ha koadeier Kerne a oa bet staliet war ar blasenn-mañ ivez e deroù ar XVIIvet kantved. E 1544 en doa krouet Frañsez 1añ dek sez mestroniezh evit merañ koadeier an domani roueel, ar gwirioù pesketa hag ar gwirioù bageal war ar stêrioù. Savet e oa bet ar savadur-mañ, e doare Loeiz XIII, war ar blasenn, hogozik a-dal d’ar C’hoc’hu Kozh. Un nor-borzh a oa bet savet outañ evit mont war varc’h er porzh-adreñv. An ti-kêr a vremañ, bet savet an talbenn anezhañ er bloavezhioù 1890, zo diazezet tostik-tost d’al lec’h ma oa an toulloù-bac’h hag ar sal-vreutaat gwechall.

8 Kouent an Aogustined

E 1372 e voe savet ur gouent evit an Aogustined gant Ewen II Kelenn e Karaez. Peurechuet e voe al labourioù e 1416. En eskemm e ouestlas ar priol hag e leaned eus an urzh kesterien-se lidañ un oferenn deiz-ha-bloaz da viken evit diskuizh ene ar madoberour.
En un akta ofisiel eus 1726 e lavarer ez a d’e ober ur chapel, un ti-kouent, pourpezioù niverus, ur c’hloastr, liorzhoù ha meur a di e kêr. Koulskoude ne chome nemet tri manac’h er gouent pa zeuas an distrig da vezañ perc’henn war ar savadurioù e 1791.

Gwerzhet e oa bet ar c’hloastr da Cloisters Museum New-York e 1930. Ar chapel a oa enni, betek ar bloavezhioù 1940-1950, kozh lojerisoù lesanvet diwar fae « porzh ar mirakloù ». Ne chom roud ebet anezhi hiziv, war-bouez un nebeud gwaregoù-bolz bras hag an nor-dal-mañ (perc’hennet gant un den prevez).

9 Kouent Karmez

Talbenn ar chapel-mañ, ha n'eo ket chapel mui pell zo, a zegas da soñj deomp eus ur gumuniezh Karmezidi diarc'hen a oa o chom e Karaez e-pad ar Renad Kozh. E 1644 e oa bet savet kouent Sant Treveur gant an urzh Karmez e Sant-Hern. E 1658, bennozh da skoazell Janed Gwinamant Trevigni, e teuas al leaned da Garaez d'en em staliañ ha da sevel ur gouent, a voe echuet e 1697.
En enep d'an Aogustined zo anavezet evit bezañ un urzh pinvidik, ar Garmezidi int zo en em ouestlet d'ar baourentez : kement ha bezañ eeun e valeont war o zreid noazh. Ac'hano o anv a Garmezidi diarc'hen.
Daoust ma ne oant ket kalz – pemp e 1687– e kase ar venec'h o amzer o pediñ pe o reiñ deskadurezh relijiel da vugale kêr, hag oc’h ober war-dro ar re baour ivez : digor e veze o chapel dezho bepred.

Peogwir e nac'hent dilezel o buhez menec'h e voent skarzhet kuit e 1790. Ac'hubet e oa bet savadurioù ar Garmezidi hag adkempennet e voent tamm-ha-tamm da c'houde – skol ar baotred ha kazarn ar bomperien, e-touez traoù all, a oa bet staliet enno – pe distrujet. War-bouez an talbenn anezhi ne chom roud ebet eus ar chapel gozh-mañ, m’emañ staliet Servijoù kêraozañ ar gumun hiziv.

10 Kouent an Ospitalierezed

Daoust dezhi bezañ bet dilezet, ez eo chapel Itron Varia ar Gras ar roud nemetañ eus al leanezed ospitalierezed zo bet e Karaez e-pad kantvedoù.
Savet e voe e 1663 gant Anna Kastell Kerlec'h ha karget e voe ar gumuniezh da gentañ-penn d'ober war-dro ospital Santez Anna a-raok na voe lakaet sevel ur savadur nevez, a vo peurechuet e 1698.
Diouzh o gouestl d'ober war-dro ar re baour ha bennozh d'un toullad mat a brofoù e voe degemeret ezhommeien ha kantreerien ar vro, ouzhpenn ar re glañv, gant al leanezed. Da ospital-brezel e talveze ar gouent ivez.
A-enep youl tud ar vro e voe skarzhet al leanezed kuit d'an 13 a viz Ebrel 1792. Pa zistrojont da Garaez e 1811 ez adkavjont savadurioù gwall freuzet goude bezañ talvezet da brizon da vare ar Spont bras. Kaset e voent da netra pe dost dre-benn d'un tan-gwall d'an 10 a viz Gwengolo 1875 ha dilezet e voent war-dro 1920. D’ur perc’henn prevez eo ar chapel-mañ en deiz a hiziv.

11 Ar mirva henoniezh

An dachenn (straed an Doktor Mengi) ma vez graet ar furchadegoù henoniezh a denn da Vorgium, ar geoded galian-ha-roman, zo er mervent da greiz-kêr, dres el lec’h ma oa ar stal Manac’h gwechall. Digoret eo bet ar mirva-se goude ma oa bet sontet leur an dachenn, pa oa raktreset lakaat sevel ur greizenn sevenadurel eno. Gant an aspadennoù stank ha brav a oa bet kavet e oa bet divizet kas ar raktres da benn en ul lec’h all ha mirout an dizoloadennoù a oa bet graet. Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, perc’hennet gantañ an tachennoù bremañ, eo mestr oberiadur ar furchadegoù henoniezh a vez graet eno abaoe ar bloavezh 2000. Ar Stad, ar Rannvro ha Ti-kêr Karaez-Plougêr a zegas o skoazell d’an INRAP (Ensavadur Broadel an Enklaskoù Henoniezh Dizarbenn…), dezhañ da kas da benn al labour studi fiziet ennañ. Ar studiadenn-se zo bet lakaet penn-da-benn dindan kontroll skiantel Mirour-rannvro Henoniezh Breizh.

http://perso.wanadoo.fr/vorgium/index.htm

12 Plasenn an Tour d’Auvergne

Ar blasenn gozh-mañ, sko ouzh fozioù ar c'hastell, a veze graet kenwerzh ha foarioù warni moarvat adalek ar Grennamzer. Kempennet e oa bet e 1760 en hevelep doare hag ar plasennoù roueel ; Plasenn Tachenn ar Brezel e oa bet anvet. Ur c’hloz a oa bet savet e-kreiz, gant mein adimplijet, evit lakaat ar soudarded d’ober pleustradegoù. E 1841 e oa bet lakaet un delwenn arem, bet graet gant Charles Marochetti, e-kreiz ar blasenn-mañ e koun Teofil-Maloù Korred an Tour d’Auvergne (Karaez, 1743 – Oberhausen, 1800). Hemañ, sot gant an Istor hag an Henoniezh, a oa bet anvet gant Bonaparte da C’hreunadour Kentañ eus armeoù ar Republik peogwir e oa deuet da soudard en-dro da 54 bloaz a-benn kemer lec’h mab ur mignon dezhañ da vont d’ar brezel. Er reter d’ar blasenn-mañ emañ kouent kozh an Ospitalierezed.

13 Chapel Santez Anna

Moris ar Menez, bet kambrelan an Dug Frañsez II (1458-1488) ha goude-se kabiten an Dugez Anna, a oa bet unan eus ar re o doa freuzet Pontoise. Da binijenn hag evit gounit e blas er baradoz en doa savet ospital kentañ Karaez e 1478. Ar chapel Santez Anna, bet adsavet penn-da-benn er c’hiz nevezc’hotek en XIXvet kantved, eo an aspadenn ziwezhañ eus an « ti ar re baour »-se ; savet e oa bet en unan eus straedoù pennañ kêr er Grennamzer a oa anvet ru Pavez (straed Aogust Brizeug hiziv).
Da c’houde e oa bet meret an ospital gant an Ospitalierezed adal ar XVIIvet kantved pa oant en em staliet eno a-raok mont d’ar gouent bet savet war ar blasenn anvet an Tour d’Auvergne hiviz an deiz.

Ar chapel, perc’hennet gant kêr, zo enni delwennoù koad livet bremañ : ur C’hrist war e groaz (XVIIvet kantved), ur Werc’hez ar Mabig Jezuz, un delwenn eus santez Katell Aleksandria (XVIvet kantved) a zeu eus chapel Santez Katell e Plonevell, koulz hag un delwenn eus sant Anton Penitiour a oa bet lakaet da gentañ-penn e chapel ar Salet distrujet penn-da-benn hiziv.

14 Kastell Kerampuilh

Ar c’hastell a vremañ zo bet savet e-kichen ur savadur a oa bet ti-annez prokulor Lez-varn Karaez ha hini Jili a Gerampuilh, chaloni iliz-skolaj Sant Treveur, er XVIvet kantved. Savet e oa bet war patrom tiez « parlamantidi » Breizh e 1760 gant Charlez Roperzh, kont Kerampuilh ha kuzulier e Breujoù Breizh. Tiegezh Kerampuilh a oa bet perc’henn war ar c’hastell betek an Dispac’h Bras, pa oa bet gwerzhet evel mad broadel. Ar c’hastell, bet roet en-dro d’ar familh da vare ar Restaorasion, a oa bet roet d’an Ti-kêr e 1938. Ar pourpezioù, enno ul lab-karr, marchosioù hag ul lojeiz evit ar paotr-karr, a oa bet savet en hevelep koulz hag ar c’hastell.

Ar chapel, bet savet e 1840 war diazezoù un ti-pediñ kozh, zo enni, ouzhpenn delwennoù eus Carlo Borromeo zo gouestlet ar savadur dezhañ hag eus santez Agata, un aoter-vras bet lakaet a-us dezhañ ur stel a oa gwechall-gozh e chapel an Ursulinezed e Karaez.

15 Ar C’hastell Ruz

E deroù an XXvet kantved en doa goulennet Konstant an Ansien (Kallag, 1837 – Karaez, 1903) ouzh ar Gwerranig, tisavour an eskopti, genidik eus Sant-Brieg, sevel ar C’hastell Ruz, ur savadur souezhus gant e dal a-raok e brikennoù ruz. Lakaet en doa noter Karaez sevel anezhañ evit ober plijadur d’e wreg. Siwazh dezhañ, morse ne welas ar c’hastell peurechu. Fernand, unan eus e seizh bugel, a voe un den a bouez bras evit kêr : maer e voe e-pad 38 bloavezh, kannad, senedour ha prezidant ar C’huzul-departamant. Ouzhpenn ur c'hastell e kaver ivez en domani ul liorzh, marchosioù hag un ti tostik-tost da straed pennañ kêr.

E-pad an Eil Brezel-bed e oa bet bac’het Rezistanted e kavioù ar c’hastell ha jahinet e oant bet eno. E 1956 e oa bet adprenet ar C’hastell Ruz gant an Ti-kêr ; Ti an Tailhoù a oa bet staliet ennañ da gentañ, ha war-lerc’h, al levraoueg-kêr hag ar skol-sonerezh.


16 Dourbont roman Vorgium

Perzhioù dibar an dourbont e kêr : ur pont, dezhañ war-dro 900 m hirder ha 13 m uhelder, a oa bet savet evit mont en tu all d’an izelenn zo etre ar gar a vremañ ha pladenn kreiz-kêr. Dre al lodenn-mañ eus an dourbont na oa ket dindandouar e veze kaset dour d’ar c’hastell-dour, sko ouzh an tamm san lakaet war wel el lec’h-ehan 11 (lenn ar blaketenn). Gant an dour-se e veve an dud en o aez rak kaset e veze dre eil sanioù betek ar c’hibelldioù, an oglennoù, ar puñsoù hag ar feunteunioù foran. Mat e oa an dour-se evit ar yac’husted rak ur rouedad kanioù-skarzhañ a naetae kêr.
Un droiad dibar : an aspadenn a weler el lec’h-ehan 10 hag a zo gwarezet gant simant koufret a zo bet adsavet evel ma oa bet da gentañ-penn.
Dedennus eo an droiad-mañ, a-hend-all, rak adsavet eo bet ar san a weler el lec’h-ehan 9 evit displegañ penaos e oa bet savet an dourbont.

Pellgargit ar blaketenn ginnig e stumm pdf (klikañ war ar golo)

 

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ