Kêr Karaez

Istor

Karaez, ur gêr greiz

Gwelet a reer gant istor pinvidik Karaez ez eus bet graet berzh-mat gant kêr abalamour m’eo bet savet en ur c’hroashent e-kreiz Breizh, ha gwelet a reer ivez e oa aet war an diskar bewech ma oa bet troc’het diouzh hentoù bras ar c’hourenez. Un nebeud displegadennoù.

N’eus ket kalz a gêrioù e Breizh o dije un istor ken espar ha Karaez. Un istor a bad abaoe daou vil bloaz, gant prantadoù ma oa aet kêr war ledanaat hag a-bep-eil prantadoù ma oa chomet serret warni hec’h-unan. Un elfenn a chom digemm avat : liammet eo berzh kêr ouzh al lec’h kreiz ma’z eo bet savet, ha ne vleugn nemet pa vez roet tro dezhi gant an doareoù kehentiñ da deuler sked war Breizh a-bezh.

N’eo ket dre zegouezh o doa dibabet an alouberien roman sevel ur gêr nevez war ar bladenn ec’hon-se a valire a-uc’h traoñienn ar Stêr-Iêr. Gouzout a raent e oa Vorgium e-kreizig-kreiz bro an Osismed, ur meuriad galian a veve e kornôg ar c’hourenez, ha c’hoant o doa d’ober anezhi ur gêr a vije ur rakstal eus ar bed roman. Tost e oa d’ar c’hreizennoù galloud kozh (din an Uhelgoad, kreñvlec’h Paoul) ha ne oa ket pell, moarvat, diouzh ur rouedad hentoù a oa bet savet gant ar C’halianed hag a oa bet diorroet goude gant ar Romaned nevez-deuet. Kresket e oa ar gêr e-pad kantvedoù kentañ hor marevezh, d’un amzer ma’z ae an armerzh war-raok e pep lec’h e gourenez Arvorig. Savet e voe enni temploù, savadurioù foran hag un dourbont zoken, anezhañ ur savadur gwall goustus a dalveze da gas dour a-hed ouzhpenn ugent kilometr betek feunteunioù ha kibelldioù kêr. Ar gêr a oa anezhi ur greizenn bolitikel ha melestradurel hag ivez ur greizenn genwerzh e kroashent hentoù roman bras. Soñjal a ra d’an henoniourien e oa war-dro pemzek mil den o chom e Vorgium, ar gêr galian-ha-roman, pa oa e barr he brud ; gant se e oa unan eus ar c’hêrioù pouezusañ e kornôg Galia.

Ne raio ket berzh e-pad pell avat : kregiñ a raio an traoù da vezañ diaes e dibenn an IIIe kantved ha kenderc’hel a raio betek deroù ar Grennamzer. Da-heul, e-pad dekvedoù, e vo cheñchamantoù bras en Arvorig. An Impalaeriezh roman a yeas d’an traoñ ; gant ar freuz e voe lakaet un harz d’an diorren, ar c’hêrioù a yae war an diskar. Arvorig a oa deuet da vezañ Breizh ha Vorgium a oa deuet da vezañ Carafes ha goude Karaez, da lavaret eo ar « c’hroashent ». Bez’ e oa ur c’hroashent darempredet mat c’hoazh, ha pa vije dismantroù roman tro-dro dezhañ. Er Grennamzer uhelañ, war a seblant, e tilec’hias ar c’hreizennoù politikel pe milourel war-du lec’hioù all ; ur gêr voemus a-walc’h e oa bepred avat pe, da nebeutañ, ul levezon arouezel he doa war ar vro. Amañ eo, bepred, e teuas an Impalaer Loeiz an Devod e 818, da sujañ Breizh, ar vro durmudus, d’e veli. Da Garaez e teuas meur a hini eus Duged Breizh war-lerc’h. Hentoù roman a oa, war a seblant, a veze bepred darempredet. Kanenn Aiquin, a oa bet savet en XIIvet kantved, zo enni ur vojenn a ro deomp da c’houzout ez eo gwreg an Aotrou Hoès a lakaas sevel an hentoù-se : « Lakaat a reas sevel ur wenodenn vras gant mein evit ma c’hallje an dud mont betek keoded Pariz, rak koadeier stank-ha-stank a oa er vro penn-da-benn. E Karaez, brav eo gouzout, e voe kroget ha diazezet ar wenodenn-se. » Rak, evit kalz a dud, d’ar mare-se, e veze graet Kerhaes eus Karaez, da lavaret eo kêr Haes, priñsez Mojennoù Breizh.

Er Grennamzer e teuas kêr da vezañ ur greizenn ekonomikel en-dro. Betek ar marevezh modern e voe desachet ar brenerien hag ar varc’hadourien eus Breizh-Izel pe belloc’h zoken gant ar foarioù a veze aozet e Karaez. Meur a savadur relijiel a ziskouez deomp e oa kêr en he brud en-dro d’ar mare-se. Dres a-raok an Dispac’h gall e oa pouezus a-walc’h kêr Garaez, petra bennak ma ne oa ket daou vil den o chom enni. Bez’ e oa unan eus kreizennoù melestradurel Argoad Breizh. Kavet e veze enni ur vestroniezh dour ha koadeier, ur renerezh an Dleoù, ur burev evit dasparzhañ ar gwin-ardant hag evit gwerzhañ gwin ar feurm bras, ur sanailh evit ar butun. An ti-kêr a gase kannaded da Stadoù Breizh.

Freuz ha reuz a voe e-pad an Dispac’h gall, ar pezh a zegasas cheñchamantoù e buhez ar gêr vihan. Adalek 1790, pa oa bet krouet an departamantoù, emañ Karaez war harzoù Penn-ar-Bed. Morse ne zeuas Karaez da vezañ un isprefeti, evel m’he dije bet c’hoant bezañ. E Kastellin eo e voe divizet staliañ an isprefeti un nebeud bloavezhioù war-lerc’h. War an diskar ez ae ekonomiezh Karaez, ne veze ket dalc’het kempenn an hentoù ken pe ne vezent ket darempredet ken. Kreiz Breizh a veze sellet outañ evel ur vro estren, diaes mont di.

Ret eo gortoz dibenn an XIXvet kantved evit gwelet an traoù o cheñch. Gant ar ganol Naoned-Brest nevez-digoret e voe roet lusk da ekonomiezh ar vro a-bezh. Temzioù a veze degaset eus an aod dre ar ganol hag evel-se e oa bet diorroet al labour-douar a-nevez. Tu a oa bet ivez da dud Kreiz Breizh gwerzhañ o marc’hadourezh en ur mod all gant ar ganol. E dibenn an XIXvet kantved eo gant un doare karbedoù all e oa bet roet lusk da Garaez adarre : gant an tren. Kêr-benn ar Poc’hêr a oa neuze e-kreiz ur rouedad hentoù metrek a oa stank e kornôg Breizh. Tu a oa evel-se da gas beajourien pe marc’hadourezhioù. Ur c’harter nevez a voet savet tro-dro d’an ti-gar evit degemer ar cheminoded hag o familhoù.

Evit a sell an dekvloavezhioù diwezhañ ez eo gwenn ha du war un dro ar bilañs evit Karaez. Aet eo niver an dud zo o chom enni war gresk abaoe an Dieubidigezh, dreist-holl gant dilez ar maezioù gant kalz tud a-ziwar ar maez pa oa bet treuzfurmet al labour-douar e Breizh. Gant ar gounezvouederezh n’eus ket bet degaset cheñchamantoù bras e kêr, avat. Miret eo bet al linenn-houarn Gwengamp-Karaez, hogen aet eo Rouedad Vreizh da get hiviziken. Gwellaet kalz eo bet ar rouedad hentoù met, daoust d’ar promesaoù, n’eo ket peurechu al labourioù evit lakaat an hent etre Kastellin ha Roazhon da vezañ un hent-tizh 2 x 2 forzh.

Daoust d’an diaesterioù ez eus peadra da gaout spi memes tra. Da gentañ-penn e oar mat-tre tud Karaez ha tud Kreiz Breizh e rankont gwellaat o flanedenn o-unan. Pa oa bet krouet Bro Kornôg Kreiz-Breizh er bloavezhioù 1990 e oa bet tu da vont dreist d’an harzoù melestradurel hag evel-se diazezañ un tiriad poellekoc’h ; Karaez zo unan eus ar polioù pennañ anezhañ. Lec’hiadur kreiz Karaez, pa c’haller dont gant ar c’harr dindan un eurvezh eus kêrioù bras Breizh-Izel hag eus an aod, a vez lakaet war wel evit dedennañ embregerezhioù d’en em staliañ enni pe evit evit kas an touristerezh war-raok. Prouet he deus Karaez, ivez, o tibab kas ar sevenadur war-raok, gant un darvoud ken bras hag an Erer Kozh da skouer, n’eus ket ur c’hroashent anezhi hepken, ul lec’h emgav e c’hall bezañ ivez.

 Tennet eus al levr « Carhaix Karaez, 2000 ans d’histoire au cœur de la Bretagne », embannadurioù ArMen, 2005, dindan renerezh Erwan Chartier.

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ