Kêr Karaez

Révision du PLU

Adwelet e vo Steuñv Lec’hel ar C’hêraozañ

N’eo ket bemdez e krog ur gumun da adwelet he Steuñv Lec’hel ar C’heraozañ (SLK). E miz Du 2007 e oa bet degemeret an SLK diwezhañ hag e miz Gwengolo 2008 e oa bet klokaet, goude c’hwec’h bloavezh labour. Gant an oberiadenn-se, hir ha luziet, e c’hallimp termenañ ur gwir raktres kêraozañ ha sevel ur strategiezh tiriadel.     

E peseurt degouezh emaomp 

Sevel an SLK a roio an tu d’ober diouzh pennaennoù an diorren padus merket gant al lezenn « kengred hag adneveziñ ar c’hêrioù » eus an 13 a viz Kerzu 2000.  Al lezenn evit an endro, anvet Grenelle II, eus an 12 a viz Gouere 2010, a c’houlenn groñs ma vo lakaet diferadurioù nevez en holl SLKoù  a-raok ar 1añ a viz Genver 2016.

Ar palioù hollek eo ar re-mañ : derc’hel kont eus an diorren padus, lezel nebeutoc’h a c’hazoù efed ti-gwer da vont en aer, diwall ar vevliesseurted ha gwellaat an efedusted energetek. Eus an holl draoù-se a ranko derc’hel kont SLK nevez Karaez.

Petra eo ar palioù

Kêr a raio an adwel-se, o’n em ziazezañ war pemp pal.
An hini kentañ e vo diorren takadoù armerzhel nevez ha dreist-holl ar Veridi Nevez. Meur a vloaz zo e labour Poc’hêr kumuniezh da ziorren tachennoù labourerezh a zegas implijoù. 

Bremañ ez eus 18 tachenn labourerezh er gumuniezh-kumunioù. 130 embregerezh ha 2 700 implij zo degemeret enno.  War-dro 147 hektar eo gorread an tachennoù-se en holl hag ouzhpenn 80 % anezho zo implijet. Ouzhpenn 70 % eus embregerezhioù hag implijoù ar gumuniezh-kumunioù a-bezh zo e Karaez.
Evit rakwelet an traoù ha rakprenañ tachennoù en un doare poellek e vo prederiet war an hentoù pouezusañ hag an eskemmerioù. Unan eus an toleadoù pouezusañ a zo bet studiet eo hini ar Veridi Nevez, a-hed ar B 164. Raktres un eskemmer zo enskrivet en SLK dija. Gallout a rafemp lakaat sevel ul linenn hent-houarn eno ha gant-se e c’hallfemp reiñ lañs en-dro d’an houarnfred e gar Karaez.
E-kichen ar B 164 emañ toleadoù ar Gernevez/Kergorvo ha Kerwazdoue ivez ha n’int ket gwall bell diouzh hent Karaez-Gwengamp na diouzh eskemmer Kergorvo.
An holl dachennoù-se, gant an eil o klokaat eben, a vo kempennet a-dammoù a-feur ma vint lakaet e gwerzh, ha taolet e vo evezh ouzh kalite o ardremez, o savadurioù hag o endro. Pouezus eo kalite an tachennoù-se evit desachañ embregerezhioù.

An eil pal merket evit an adwel-se : kreñvaat pouez an diduamantoù hag an touristerezh e Park Kerampuilh. Gant Kreizenn c’hoarioù dour Kerampuilh, Kreizenn ar c’hendalc’hioù, al Leurenn sevenadurel Glenmor, Ti ar c’hoarioù ampartiz, Ti-degemer Kerampuilh hag an tachennoù-sport, e c’hallfe ar Park kreskiñ c’hoazh ar c’hinnig a zo bremañ evit ober anezhañ un takad gouestlet d’an diduamantoù ha d’an touristerezh.

Pal an adwel-se eo ivez harpañ ar c’hemmesk sokial en ur lakaat ar seurtoù tiez-lojañ savet eno diouzh politikerezh terkañ an tiriad hag al lojañ e Poc’hêr kumuniezh.

Ur pal all : diwall glad savadurioù ha natur ar gumun, ha dreist-holl ar c’hêriadennoù. 

Ur pal diwezhañ, evit echuiñ : ret e vo diwall ha talvoudekaat an elfennoù heverk eus ardremez ar gumun hag a gemer perzh e kalite an endro bevañ, dre lezel ichou a-walc’h, dreist-holl, tro-dro d’an obererezhioù a c’hall bezañ noazus.

Kuzuliata

Ar c’huzuliata a grog gant un divizadeg er c’huzul-kêr da  c’houlenn adwelet Steuñv Lec’hel ar C’hêraozañ (SLK) hag echuiñ a ra gant un divizadeg all er c’huzul-kêr da ober ar bilañs eus ar guzuliadeg-se ha divizout ar raktres. Kuzuliata da vat a dalvez lakaat an dud da gemer perzh ha da vezañ kelaouet mat ; evit se e ranker ober diouzh meur a zoare-ober. Lakaet e vo an teulioù e diskouez e servij ar c’hêraozañ, er straed Karmez. Kinniget e vo ur c’haier evezhiadennoù d’an dud er servij-se ivez hag an dilennidi a c’hallo degemer an dud ennañ.

Rakwelet eo ivez lakaat paperioù war wel ouzh gwerenn diavaez an ti-kêr hag e servij ar c’hêraozañ. Skignet e vo an titouroù dre gazetenn an ti-kêr ha dre lec’hienn Genrouedad Kêr. Un emvod foran da nebeutañ a vo aozet a-raok an diviz war raktres Steuñv Lec’hel ar C’hêraozañ (SLK).

Ar pazennoù da vont war-raok

An divizadeg da reiñ lañs d’an argezhadur zo bet kemeret e-pad kuzul-kêr ar 16 a viz Kerzu. Kemennet eo bet d’an tudelezhioù publik kevelet (Prefed, Prezidanted ar C’huzul-departamant hag ar C’huzul-rannvro, Prezidanted ar C’hambroù koñsulel…), brudet eo bet dre ur gazetenn ha skritellet eo bet en ti-kêr. 

Diwar-se e challo kregiñ diagnostig ar gumuniezh-kumunioù ha savidigezh ar raktres terkañ ha diorren padus (RTDP), en ur guzuliata gant an dud hag ar c’hevredigezhioù. 

Diwar neuze e vo roet e stumm diwezhañ d’ar raktres dre an divizadeg da zibab raktres Steuñv Lec’hel ar C’hêraozañ. An dud o do kemeret perzh er guzuliadeg o do triz miz evit reiñ o ali. Pelloc’h e vo kontet an alioù da vezañ a-du hag asantet d’ar raktres. 

Ar bazenn da-heul e vo lakaat e pleustr an enklask foran war ar raktres divizet. Meur a sizhunvezh e pado hennezh c’hoazh. Evit echuiñ e vo klozet an teuliad dre un divizadeg gant ar c’huzul-kêr da aprouiñ Steuñv Lec’hel ar C’hêraozañ. Kaset e vo hennezh d’ar prefed ha kemennet e vo d’an tudelezhioù publik kevelet.


Evit gouzout hiroc’h : servij ar C’hêraozañ, straed Karmez, 02 98 99  34 72.

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ