Kêr Karaez

Keleier diellaouet

D'an 13 a viz Gouere e tigoro ar park c'hoarioù dour Plijadour

<br/>

Goude bezañ graet berzh-kaer e-pad 10 vloaz gant an dud a-leizh zo bet o taremprediñ anezhañ (125 000 a dud ar bloaz) ez eus bet dibabet gant dilennidi Poc'hêr kumuniezh boulc'hañ al labourioù astenn evit adkempenn an aveadur etrekumunel diouzh c'hoantoù nevez an implijerien hag evit kenderc'hel da ziorren ar c'hinnig touristel er Poc'hêr.

Goude an « taol kempenn »-se e c'hallimp ober un degemer gwelloc'h d'ar skolidi ha d'an holl implijerien gant gwiskvaoù nevez ha gant salioù ouzhpenn evit ar velestradurezh : « Fellout a rae dimp kinnig muioc'h a blas d'an neuierien hag ober e doare ma ne'n em gavo ket an implijerien voas gant ar skolidi a-drugarez da tachadoù eurioù nevez », eme Gristian Troadeg, Prezidant Poc'hêr kumuniezh.

 

Pentagliss, poullig patouilhañ ha traezhenn

 

An eil prantad eus al labourioù astenn a sello ouzh terkañ ul lec'h en diavaez hag ouzh krouiñ ur park c'hoarioù dour dindan an amzer. Evel-se, gant ur poull 25 m a hed dezhañ, ur pentagliss (pevar ruz-revr bras), ur poullig patouilhañ, traezhennoù en diavaez hag ardivinkoù fitness, e vo dic'hoantet ar sportourien hag an dud sot gant ar farniente.

Ul lec'h evit mad an dud, gant un hamman, daou saona hag ur sal-diskuizh e-barzh, a vo digoret e dibenn miz Gwengolo.

 

Servijoù nevez evit paeañ ha lakaat derc'hel plasoù enlinenn

Adalek deroù an hañv e c'hallo an dud, war-bouez ur stignad nevez, paeañ ur sammad arc'hant hag a gloto gant an amzer tremenet e-barzh ar poull-neuial. Evit se n'o do an neuierien nemet lakaat ur gartenn grug da dremen dirak ur vonn.

Ur sistem evit lakaat derc'hel plasoù enlinenn a yelo en-dro adalek kreiz miz Gouere ha gallout a raio an dud ober gantañ e lec'hienn Genrouedad nevez Poc'hêr kumuniezh. Posupl e vo ivez paeañ e blasoù hag e goumanantoù enlinenn adalek miz Gwengolo. Met ne vo ket lakaet ar servijoù-se e-lec'h ar mont en-dro a vremañ. Gallout a raio bepred an dud paeañ e kef ar Park c'hoarioù dour.

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ