Kêr Karaez

Ur ger gant ar Maer

E Karaez, ur gêr a zo lusk enni, ez eus ouzhpenn 200 a gevredigezhioù, e-leizh a aveadurioù servijoù evit an dud, 250 a embregerezhioù, a stalioù-kenwerzh hag a servijoù, ur festival brudet er bed a-bezh. Gant-se e c’hall hor c’humun bezañ laouen o welet ar vuhez hag ar birvilh a zo er vro.

Hor c’hêr 8200 annezad, ha hi tamolodet e kalon Breizh, a c’haller tizhout dindan un eurvezh pa zeuer eus kêrioù pennañ Breizh, evel Brest, Kemper, an Oriant pe Sant-Brieg. Lec’hiet-dispar eo e-keñver douaroniezh hag anat eo he zuioù mat a-fet endro bevañ.

Ur gêr a c’hall talvezout da framm da Vro Kornôg Kreiz-Breizh

Karaez, kêr-benn ar Poc’hêr, zo ganti aveadurioù sport, sevenadurel, touristel ha servijoù stank e deroù an 21vet kantved : stad atleterezh, kreizenn c’hoarioù dour, div sal evit an holl sportoù, un Ti ar c’hoarioù ampartiz, ur golf, div greizenn varc’hegezh, un ti ar servijoù publik, ur sal liezimplij, anvet « ar C’hoc’hu », un Ti ar Vro, ur sal-abadennoù gant 220 plas azezet (ar Cinédix), ur greizenn sevenadur ha kendalc’hioù, anvet « Leurenn Glenmor », un Ti ar Vugale, anezhañ un ti modern hag akomod, hep ankounac’haat ur pennospital, ennañ ur servij trummadoù hag ur gwiliouderezh.

War dachenn an armerzh, gennad ar gounezvouederezh zo unan eus an implijerien bennañ er c’horn-bro. Karaez, kalonenn armerzhel Kreiz-Breizh, a ginnig d’an embregerezhioù ul lec’h strategel, dindan un eurvezh diouzh an tolpadoù kêrioù a zo e kornôg Breizh. Ur pol frammañ un diazad labour 110 000 annezad eo kêr, hag enni ez eus aveadurioù kenwerzhel stank ha ne baouez ket an niver anezho da greskiñ.

 Gant Gouel an Erer Kozh, a vez aozet bep hañv abaoe 1992, eo anavezet Karaez e Frañs hag en Europa. Bodet e vez ouzhpenn 240 000 den ennañ e-pad pevar devezh. Brasañ festival muzikoù Europa eo eta. Emgavioù all a vez aozet e kêr bep bloaz : Gouel al levrioù e miz Here, ur vodadeg vras a vagadoù ha kelc’hioù keltiek d’ar 14 a viz Gouere e kreiz-kêr, ha kement zo.

E-kreiz ar vro emañ Karaez, ur splet hollbouezus evit an amzer-da-zont

Kreskiñ a ra Karaez ha c’hoant he deus da dennañ splet eus al lec’h kreiz m’emañ, dre ziorren an takadoù amerzhel asambles gant Poc’hêr kumuniezh. Embregerezhioù a-leizh o deus dibabet en em ziazezañ er gumun, en o zouez OCP ha, n’eus ket pell, raktres ul labouradeg laezh poultr evit ar vugale, a vo digoret e Kergorvo e 2016, gant ar stroll sinaat ramzel Synutra. Bezañ el lec’h kreiz zo ivez ur c’heflusker evit kreizenn ar c’hendalc’hioù, e-kichen al Leurenn Glenmor, dezhi ur gorread hollek a 2000 m2. Ur greizenn eus ar c’hentañ eo, ha mont a ra da glokaat mat an aveadurioù zo anezho e-kichen pe e kreiz-kêr. An aveadur-se zo e-barzh ur raktres brasoc’h evit sevel un teknopol armerzhel ha sevenadurel en takad a-bezh en em astenn er gevred d’ar gumun. Eno e vez aozet Gouel an Ere Kozh,. Ar pal eo bodañ an aveadurioù zo anezho pe ar re a vo savet en dazont evit sevel ur gwir bol touristerezh, dezhañ ur vent rannvroel. Ti an Douristed Karaez ha hini an Uhelgoad, bet kendeuzet nevez zo, a  gemer perzh el lusk-se a roer d’an touristerezh.

A-hed hec’h istor pinvidik, e-pad ouzhpenn daou vil bloaz, eo kresket Karaez p’he deus gouezet lakaat en a-raok al lec’h kreiz m’emañ. Karaez, bet Vorgium en henamzer ha deuet da vezañ Carafes da c’houde er Grennamzer, zo e-barzh hec’h anv alc’hwezioù hec’h amzer-da-zont : c’hoari penn-da-benn e roll kêr-benn, leurenn-dro evit ur vro a-bezh. Karaez, a zo war un dro kroashent ha lec’h emgavioù, a zle ivez bezañ ur c’hroashent mennozhioù ha nevezadennoù ha gouzout reiñ ha degemer, emdreiñ etre hengoun ha modernelezh.  

Gant al lec’hienn Genrouedad-mañ, ur gwir vengleuz titouroù, e tiskouezer pegen bev-birvidik eo ar vuhez e Karaez ha pegen paot eo an traoù enni. Emichañs e vo diouzh ho c’hoantoù.

Christian TROADEC
Maer Karaez
Prezidant Poc’hêr kumuniezh
Kuzulier-departamant

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ