A bep seurt kefridioù zo gant ar maer .
Gantañ e vez sevenet ar galloud er gumun :
-
gantañ e vez prientet ha sevenet divizoù ar c’huzul-kêr,
-
gantañ e vez prientet ha sevenet budjed ar gumun,
-
gantañ e vez urzhiet an dispignoù.
Kefridioù dezhañ e-unan en deus, distag diouzh re ar c’huzul-kêr
-
emañ e penn implijidi ar gumun ha ren a ra servijoù kêr,
-
reiñ a ra, en anv ar gumun, un toullad aotreoù d’an dud a-fet kêraozañ (da skouer, an aotreoù sevel, an aotreoù dismantrañ...).
-
diogeliñ a ra an urzh, ar surentez hag ar yac’husted foran.
Ober a ra en anv ar Stad :
Dindan aotrouniezh prokulor ar republik :
-
emañ marilh ar boblañs en e garg (lidañ an euredoù, enrollañ ar ganedigezhioù hag ar marvioù...).
Dindan aotrouniezh ar prefed :
-
karget eo da embann al lezennoù hag ar reolennoù hag ober a ra diouzh ma vint lakaet da dalvezout,
-
aozañ a ra ar votadegoù hag ar referendomoù,
-
aozañ a ra an niveradegoù.