Ar maer a lez un darn eus e gefridioù gant eilmaered (ne c’hall ket an niver anezho bezañ en tu-hont da 30 % eus niver an dud zo er c’huzul). Diouzh ma vez e c’hall fiziout kefridioù e meur a guzulier-kêr.
Pennoù-kêr eo ar maer hag an eilmaered. Bep sizhun en em vod ar re-se en ur burev-kêr.