Kêr Karaez

Degemer ar re yaouank

«Goude ar skol...»

ar skoazell d’ar skolidi zo aozet gant Kêr Garaez evit bugale ar c’hentañ derez hag ar skolajidi.

 

 

« An oberoù skoazell d’ar skolidi zo o fal kinnig d’ar vugale, asambles gant ar skolioù, an harp hag an dafar o deus ezhomm kaout evit ober berzh. »

(Tennet eus Karta ar skoazell d’ar skolidi)

Dont a ra ar skoazell d’ar skolidi da glokaat ar skoazell personelaet a vez roet er skolioù kentañ derez hag  ar skoazell desavadurel aozet er skolajoù.

 

E-pad ar bloavezh skol  :

  • Ur skipailh tud a-youl vat ha tud a vicher
  • Strolladoù bihan
  • Ehan merenn-vihan
  • Ur skoazell personelaet
  • Harpañ tud ar vugale
  • Talvoudekaat skiant-prenet ar vugale hag ar re yaouank
  • Reiñ un digor war ar ouiziegezh hag ar sevenadur
  • servij digoust digor d’an holl
  • gant atalieroù (urzhiataerezh, sportoù…)

 

Eurioù :

Da Lun, Meurzh, Yaou ha Gwener, eus 5 e da 7 e g.k. (gant ma vo enskrivadurioù)

 

Lec’hioù :

  • Sal obererezh ar Pupli . 1, straed Jakez Karter : 02 98 93 12 70

 

  • Sal obererezh ar Veilh Avel. 5, annez ar Veilh Avel : 02 98 93 06 20

 

 

Darempredoù hag enskrivadurioù  :

Annie Peuron 02 98 93 72 53

Christophe Hamonou 06 33 69 61 23

 

 

SDAY, kreizenn dudi  :

sellit ouzh ar rubrikenn Bugale/yaouankizoùla

 

 

Dav eo notenniñ ez eus kevredigezhioù a-leizh a ginnig obererezhioù, chomadennoù-vakañsiñ evit ar vugale hag ar grennarded.

Sellit ouzh levr-pellgomz ar c’hevredigezhioù

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ