Kêr Karaez

Feurmiñ salioù

Karaez, ha hi tamolodet e kalon Breizh, a c’haller tizhout gant ar c’harr dindan un eurvezh pa zeuer eus kêrioù pennañ Breizh (Brest, Kemper, an Oriant, Sant-Brieg). Enni ez eus aveadurioù a-leizh evit derc’hel emvodoù-meur, kendalc’hioù pe bodadoù studi.

  • Al Leurenn Glenmor, enni ur sal 630 plas hag ur sinema gant son niverel ha skramm ramzel
  • Sal liezimplij ar C’hoc’hu, d’ober gouelioù dreist-holl (enni 620 plas war-sav ha 350 plas azezet)
  • Ti Ar Vro, ennañ salioù-emvod hag ur gegin aveet evit fardañ predoù stroll
  • Meur a sal-emvod e Ti an Embregerezhioù
  • Ur sal abadennoù pe prezegennoù, enni 220 plas azezet (Cinédix)
  • Ti ar c’hoarioù ampartiz

Deuit e darempred diardoù gant Ti an Douristed Karaez hag ar Poc’hêr da gaout alioù ha skoazell evit aozañ ho chomadennoù aferioù.

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ