Kêr Karaez

Dudioù / abadennoù

Eus lec’hienn Kerampuilh zo sko ouzh ar greizenn sevenadurel Glenmor, eus kreizenn c’hoarioù dour ar Poc’hêr « Plijadour » en ur dremen dre an hentad golf, an troiadoù-bale pe ar c’hrapvrankañ gant Karaez Adrénaline e Traoñienn ar Stêr-Iêr, e vez kinniget obererezhioù dudi stank ha diseurt ….

Karaez hag ar Poc’hêr, un vro a sonerien, zo ivez ur vro a ouelioù hag a hengournioù dre anien. Eus emgav bloaziek an Erer Kozh d’ar pardonioù, festoù-noz, emgavioù sevenadurel, e kinnigomp deoc’h ur mor a abadennoù a-hed ar bloaz !

Er gumum ez eus e-leizh a aveadurioù dudi a-feson

Hentad golf nav zoull war un dachenn dibar 8 hektar

Golf Karaez
Pgz 02 98 93 79 19

Leurioù-tennis

 Ar greizenn c’hoarioù dour « Plijadour »

Pgz. 02 98 99 39 50 

Hentad sport ha reteriñ e Traoñienn ar Stêr-Iêr

Kinnig a ra Traoñienn ar Stêr-Iêr un endro dibar ha mat evit adkemer nerzh ha diskuizhañ. En div stank, sko ouzh an dachenn-gampiñ, e c’hall an dud deuet hag ar re yaouank mont da besketa. Gant an hentad reteriñ, an hentad evit ar yec’hed, ar c’hoarioù aveet evit ar vugale, an taolioù piknikañ, koulz hag ar Greizenn Varc’hegezh hag ar golf, eo deuet an draoñienn da vezañ ul lec’h eus ar c’hentañ evit ar familhoù a-bezh evit diduiñ hag evit vakañsiñ.

 

Kreizenn varc’hegezh gant embreglec’h toet

Pgz. 02 98 93 35 44 

Kreizenn sevenadurel Glenmor gant ur sal sinema hag ur sal-abadennoù 600 plas enni, ha kement zo…

Gwenodennoù-bale

Karaez, e-kreizig-kreiz Rouedad Vreizh en XIXvet kantved, zo e kroashent an troiadoù-bale e Breizh hiziv an deiz. An hentoù-houarn kozh zo deuet da vezañ hentoù glas… War droad, war varc’h, gant ho marc’h-houarn pe gant ho teirrodeg e c’hallit kemer penn an hent treuz Arvorig Karaez / Sant-Mewen pe ober un diskuizh hanter-hent war an Hent Montroulez / Rosporden. Gant ar BH37 e c’hallit mont eus ar Ganol Naoned-Brest betek Gourenez Kraozon o tremen dre Goad an Uhelgoad ha Menez Are.

Hentad Avantur ha Milendall plant « Karaez Adrénaline »

7 hentad enno 110 atalier a vez kinniget d’an dud, adalek 5 bloaz, war un dachenn tost da bemp hektar e Traoñienn ar Stêr-Iêr. Gant Karaez Adrénaline e c’hall pep hini e-giz-se ober anaoudegezh ent laouen gant ar c’hrapvrankañ dre ar c’hoari. Plijadur vras o do an dud gant un dreuzell mod Tirol 250 m a hed, an hirañ hini e Breizh. Liesseurtaet eo bet an obererezhioù kinniget gant Karaez Adrénaline, dre reiñ lañs d’ur milendall plant. Bez’ eo ar milendall plant brasañ e Breizh gant 3,5 km a c’hirzhier.
Pgz. 06 50 19 15 98
pe 06 50 19 05 97 


Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ

Deuit e darempred gant Ti an Douristed Karaez hag ar Poc’hêr

Pgz : 02 98 93 04 42
tourismecarhaix@wanadoo.fr

Sellit ouzh al lec’hiennoù