Kêr Karaez

Feurmiñ salioù / Ar salioù

Leurenn Glenmor

Al Leurenn Glenmor, anezhi ur greizenn sevenadurel, ur sal-abadennoù hag ur greizenn ar c’hendalc’hioù, zo enni :

  • ur sal-abadennoù 630 plas hag ul leurenn 200 m2
  • ur sinema 220 plas gant son niverel hag ur skramm bras 58 m2
  • ur sal krouiñ-pleustriñ
  • ur greizenn ar c’hendalc’hioù
  • tu zo da c’houlenn sikour teknikourien ha da gaout dafar
  • ur c’hafeteria
  • ur parklec’h gant ouzhpenn 300 plas e-kichen

Straed Jean Monnet - Kerampuilh
Pgz. 02.98.99.37.50
 Plr. 02 98 99 37 52
contact@glenmor.fr

Devis sur demande
Visitez virtuellement l'Espace Glenmor - Centre de congrès ! 

Kreizenn ar c’hendalc’hioù

Kreizenn ar c’hendalc’hioù e Park Kerampuilh, a gloka al Leurenn Glenmor, a oa bet digoret e miz Gouere 2007. Er sal 800 m2-se ez eus tu da zegemer 650 kouviad a c’hallo debriñ en o c’hoazez. Tu a zo ivez da aozañ diskouezadegoù, saloñsoù, ha da vrasaat ar sal-abadennoù evit degemer ouzhpenn 3000 arvester en o sav.

Kreizenn ar c’hendalc’hioù gant sifroù :

  • ur sal-abadennoù 630 plas azezet hag ul leurenn 200 m2
  • ur sinema 220 plas
  • ur sal vras 800 m2 hep derezioù gant un hall ec’hon 150 m2
  • un adraoñ 700 m2 a c’haller implijout war-eeun gant savenn an darvoudoù evit abadennoù diabarzh pe diavaez
  • salioù-emvod
  • ur Parklec’h ec’hon e-kichen ha gwenodennoù-bale evit mont da-gaout aveadurioù Park Kerampuilh

Un aveadur e-kreiz un ardremez dibar :

Park Kerampuilh :

War dachenn Kerampuilh, 130 hektar miret mat e-kichen kreiz-kêr hag an 250 a stalioù hag a servijoù a zo eno hag e-kichen an hent 2x2 forzh emeur o sevel, e tlefe bezañ unan eus ar c’haerañ kreizennoù aferioù e Breizh er bloavezhioù a zeu.

Rak e Park Kerampuilh ez eus a bep seurt aveadurioù-dudi a ya da glokaat Kreizenn ar C’hendalc’hioù : ar greizenn c’hoarioù dour, ar sinema, ar sal-abadennoù, tachennoù sport ha gwenodennoù-bale a-leizh…

Mat eo gouzout ivez, evit al lojañ, e c’haller kaout bod a-stroll e Ti Degemer Kerampuilh, aveet gant 260 gwele (Kevredigezh « l’Aile » en niv. 02 98 99 36 97), e letioù kreiz-kêr pe er bodoù-arsav hag er c’hambroù ostizien tro-war-dro.

Sal ar C’hoc’hu

Ur sal liezimplij enni 620 plas war-sav ha 350 plas azezet, a dalvez d’ober gouelioù dreist-holl. Tu zo da zaouhanteriñ ar sal gant rideozioù. Evel-se e c’hallo an dud debriñ en ur sal ha dañsal er sal all pe neuze derc’hel emvodoù en eil sal ha da-heul debriñ en eben.
E sal ar C’hoc’hu ez eus ivez ul leurenn lem-laka (eus 0 da 48 m²) hag ur plañchod gwevn. Aveet eo ar sal-se gant ur reizhiad ADSL, ur mikro-baleer, uhelgomzerioù ha gant ur c’horn tavarn ma c’haller adtommañ boued.

Abaoe ma’z eus bet graet un astenn da Di ar Vro, un ti sko ouzh ar C’hoc’hu, ez eus eno ur gegin aveet-holl evit fardañ predoù da strolladoù tud (dibenn-sizhun hepken).

Evit kaout titouroù ha mirout salioù :
Ti-kêr Karaez
 Pgz . 02.98.99.33.33

Sal-emvod « Ti an Embregerezhioù »

  • Niver uhelañ a blasoù : 75
  • Doare emvod gant taolioù : 35-40 den azezet
  • Doare emvod hep taolioù : 75-80 den azezet

“Cinédix”

(Sinema kozh)

Sal-abadennoù 220 plas 

hag ul leurenn 80 m2

Evit kaout titouroù ha mirout salioù :
Ti-kêr Karaez
 Pgz . 02.98.99.33.33

Ti ar c’hoarioù ampartiz

Un ti, dezhañ ur gorread 1 350 m2, gant un oaled 7 m war 22 m hag un dachenn-c’hoari 45 m war 26 m.
Un savadur 10 m a uhelder en diavaez eo. Empennet eo bet evit degemer ar c’hoarioù paledoù.

Evit kaout titouroù ha mirout salioù :
Ti-kêr Karaez
Pgz 02.98.99.33.33

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ