Kêr Karaez

Ti an Douristed Karaez hag ar Poc'hêr

Straed Brizeug
Pgz. : 02.98.93.04.42
Plr  : 02.98.93.23.83
Postel : tourismecarhaix@wanadoo.fr
Lec’hienn Genrouedad  : tourismecarhaix.poher.com

Emañ Ti an Douristed e ti kozh ar Senechal, un ti rummet monumant istorel eus ar XVIvet kantved. Deuet eo Ti an Douristed da vezañ un ti etrekumunel abaoe ar 1añ a viz Genver 2004. Plediñ a ra hiziviken gant an touristerezh war dachenn eizh kumun Poc’her kumuniezh : Karaez-Plougêr, Kerglof, ar Vouster, Plonevell, Poullaouen, Motrev ha Sant-Hern. Kinnig a ra ivez teulioù da vrudañ Kreiz-Breizh a-bezh koulz ha lec’hiennoù touristel Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Arvor hag ar Mor-Bihan.

Titouroù :

  • Titourerezh Lec’hel "TIL" :  lec’h degemer ha titourañ evit an annezidi nevez : titouroù pleustrek ha servij kemenn tiez da feurmiñ war hir amzer – tiez goullo ha tiez meurblet – e Karaez hag en trowardroioù
  • Kemer perzh en oberoù da vrudañ ha buhezekaat an touristerezh
  • Herberc’hiañ e-pad an hañv (letioù,  tiez da feurmiñ e-pad an hañv, kambroù ostizien, tachennoù-kampiñ), ha pretioù
  • Dudioù sport ha sevenadur
  • Lec’hiennoù touristel
  • Gouelioù hag abadennoù
  • Teuliadoù kelaouiñ tematek evit ar c’hendalc’hioù (diwar c’houlenn),

   

Degemer

Gouere hag Eost

a Lun da Sadorn eus 9e da 12e30 hag eus 1e30 da 7e.
Sul ha deizioù-gouel eus 10e da 1e.

Mezheven ha Gwengolo

a Lun da Sadorn eus 9e da 12e hag eus 2e da 6e.

E-maez ar c’houlzad

a Veurzh da Sadorn eus 10e da 12e hag eus 2e da 5e30 (serret da Lun ha da Yaou vintin).

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ