Kêr Karaez

Ar stajoù

Gant servijoù kêr Garaez e vez degemeret stajidi a-leizh bep bloaz.
Prantadoù berr pe hir, stajoù tañva evit ar skolidi eus an 3e klas pe stajoù dibenn studioù hiroc’h.

Gant Kêr Garaez e vo studiet pizh an holl emstrivadurioù.

Penaos goulenn ur staj  :

  • kasit ul lizher da vaer Karaez pe da servij ar c’hoskor,
  • resisait an dachenn labour hag ar servij goulennet,
  • skrivit ho niverennoù pellgomz personel,
  • Roit anv ar skol pe an aozadur stummañ emaoc’h enno : ezhomm zo da skoulmañ un emglev ganto.

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ