Kêr Karaez

kedodedouriezh - reolennoù / Dilennadegoù

En em enskrivañ war roll an dilennerien

dont d’an ti-kêr

E servij an dilennadegoù
pgz : 02 98 99 34 64 – digor a Lun da Wener, eus 8e da 12e hag eus1e30 da 5e.

Teulioù da ginnig  :

  • Levrig familh pe kartenn-anv vroadel
  • Ur brouenn annez, 3 miz kozh d’ar muiañ (fakturenn EDF, fakturenn dour pe pellgomz diloc’h)
  • Ret eo bezañ 18 vloaz
  • Ret eo bezañ gall pe gallout prouiñ ez eus bet un dekred broadiñ

dre lizher

Da gas da aotrou Maer Karaez - B. P. 258- 29837 Karaez Cedex – asambles gant ul luc’heilenn eus an teulioù meneget amañ a-us (ret eo resisaat anv ar gumun ma oac’h enskrivet a-raok).

Pellgargit ar furmskrid enskrivañ

enlinenn

Gallout a reer en em enskrivañ enlinenn ivez. (service-public.fr)

Mont d’ar furmskrid enskrivañ

Resisadur a bouez : evit ober ar goulenn-se enlinenn e vo goulennet diganeoc’h pourchas ho prouennoù identelezh en ur stumm niverelaet.

Bezit soñj : Digor eo roll an dilennerien da vroidi Unaniezh Europa, hag a c’hallo mouezhiañ en dilennadegoù-kêr e miz Meurzh 2014 hag en dilennadegoù europat e miz Mezheven 2014.

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ