Kêr Karaez

Ur gêr tomm ouzh ar brezhoneg

E-kreiz Breizh emañ Karaez ; un elfenn hollbouezus eo bet an dra-se evit diazezañ al lise Diwan nemetañ eus Breizh. 20% eus skolidi Karaez zo enskrivet, a-hend-all, en hentadoù divyezhek.

Gant Kêr, he doa sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg e 2007, e vez enoret an divyezhegezh. E Karaez emañ sez Ofis publik ar brezhoneg, a-hend-all, ha mont a ray kuit an aozadur-se eus kreiz-kêr er bloavezhioù a zeu, d’en em staliañ e Kastell Kerampuilh zo perc’hennet gant Rannvro Breizh hiviziken.

D’ar 27 a viz Genver 2012 e oa bet roet d’ar Gêr unan eus ar Prizioù roet gant France 3 Breizh hag Ofis publik ar brezhoneg (OPAB), abalamour ma oa bet degemeret Tro Frañs enni en div yezh. Boulc’het e oa bet ivez, da-geñver an niveradeg, ur enklask war an implij eus ar brezhoneg.

.

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ