Evit an amatourien hag an atletourien a live uhel ez eus daframmoù liesseurt, publik pe brevez. Ganto e c’hallont en em reiñ d’ar sport evit kevezañ pe evit diduiñ, e-barzh ur rouedad vras a gevredigezhioù, leun a startijenn.
Digoret e 2012 : Ti ar c’hoarioù ampartiz e Kerampuilh
Stad Charlez Pinsin :
-
un dachenn vell-droad dindan c’heot gant tribunelloù ha gouleier,
-
ul leurenn atleterezh kevanaoz 250 m a hed dezhi gant un dachenn stabilaet en he c’hreiz,
-
div dachenn-dennis toet
-
sal-gigennañ
Sportva ar poull-neuial :
-
kreizenn c’hoarioù dour,
-
div dachenn dennis diavaez
Sportva al lise :
-
div sall an holl sportoù,
-
ur roudenn atleterezh e ludueg, 400 m hed dezhi,
-
ur bladenn greiz bitumet a c’hoarvez eus teir zachenn handball
-
un dachenn vasket-ball en diavaez,
-
un dachenn vell-droad dindan c’heot evit daou laz 7 den,
-
ur sal-emgann (sal Yves Vaucher),
-
ur sal jiminas sport.
Sportva Persivien :
-
un ti-jiminas,
-
ur voger grapat,
-
un dachenn vell-droad dindan c’heot evit daou laz 7 den,
-
ur bladenn bitumet gant c’hwec’h mini-pal handball ha div baner basket-ball.
Sporta an E.M.D :
-
teir zachenn vell-droad, unan anezho a c’haller sklêrijennañ,
-
un dachenn rugbi,
-
un ti-jiminas
-
un dachenn evit embreger chas.
Traoñienn ar Stêr-Iêr :
-
un hentad sport 1,6 km,
-
pemp stal-gigennañ,
-
ur poullig patouilhañ evit ar vugale,
-
ur greizenn varc’hegezh gant un embreglec’h toet,
-
un hentad-reteriñ.
Meilh ar Roue :
-
Ti ar c’hlub kanoe-kaiak,
-
un hentad slalom.
-
Stand tennañ Kaborgnez : en diavaez hag en diabarzh,
Kerampuilh :
-
un hentad cross-country
-
skate park
An aveadurioù prevez :
-
hentad golf berr 9 zoull Golf Karaez – Traoñienn ar Stêr-Iêr
-
hentad avantur ha milendall plant Karaez Adrénaline - Traoñienn ar Stêr-Iêr