Ofis ar Sportoù
Boulouard ar Republik
Degemer :
Da Lun : eus 9 e da 12 e a.k. – eus 1 e 30 da 6 e 30 g.k.
Da Veurzh : eus 4 e 30 da 6 e 30 g.k.
Da Vercher : eus 4 e 30 da 6 e 30 g.k.
Da Wener : eus 9 e da 12 e a.k.
Da Sadorn : eus 10 e da12 e a.k
Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo Ofis ar sportoù. Bodet ez eus ennañ 54 c’hevredigezh sport, a strollañ ouzhpenn tri mil sportour hag a bleustr 42 sport disheñvel. 38 400 a eurvezhioù labour a-youl vat a vez bep bloaz ivez. Evit ar re yaouank :
-
35 sport disheñvel
-
2 100 a dud gant un aotreadur
Emañ Ofis ar sportoù o kenlabourat gant bodad-kêr ar sportoù
Petra eo an Ofis ?
-
un aozadur kuzuliata ha buheziñ,
-
un hanterour etre ar c’hevredigezhioù hag ar velestradurezh,
-
ul liamm etre an dud hag ar c’hluboù,
-
un ere etre ar c’hevredigezhioù
-
ur framm da zegemer ar goulennoù ha skignañ an titouroù.
Petra eo e roll :
Gant skoazell ar gumun en deus karg :
-
da studiañ ezhommoù ar gumun war dachenn an aveadurioù sport ha da ginnig o seveniñ d’an ti-kêr,
-
da genurzhiañ oberoù ar c’hevredigezhioù sport ha da aesaat an darempredoù etre ar skolioù ha strolladoù sport ar vro,
-
da verañ an aveadurioù sport,
-
da aozañ an abadennoù sport
Skoazell d’ar c’hevredigezhioù :
-
krouiñ kevredigezhioù,
-
prientiñ abadennoù,
-
prestañ dafar : korn-mouezh, dafar sport…
-
krouiñ lec’hiennoù internet
Merañ ar salioù-emvod :
-
emvodoù ar c’hevredigezhioù,
-
diskouezadegoù,
-
feurmiñ salioù.
Merañ ar salioù implijet gant ar c’hevredigezhioù :
-
salioù-degemer ha salioù-emvod.
Traoù all :
titouroù diwar-benn an diduamantoù, Gant kêr Garaez-Plougêr ez eus daou zesaver sport evit an obererezhioù sport :
Obererezhioù Ofis ar Sportoù :
-
Liessport :
Da Veurzh : evit ar rummadoù re vras ar skolioù-mamm/KP eus 5 e da 6 e 15 g.k ;
Da Verc’her e ti-jiminas Persivien
evit ar KDE1/KD2 (eus 2 e da 3 e 15 g.k.)
evit ar KD2/KE1/KE2 (eus 3 e 30 da 4 e 45 g.k.)
-
Abadennoù e-pad ar vakañsoù
skol : Golf, rugbi, mell-droad, jiminas,
badminton, poull-ruzikat, kanoe, redadegoù-reteriñ,
marc’hegezh, tennañ gant armoù dre aer gwasket, krapañ, iskrim…
- Jiminas evit an henidi er C’hloz bihan : adalek 55 bloaz
Da Veurzh eus 10 e 45 da 11 e 45 a.k.
Da Wener eus 2 e . da 3 e g.k.
- Jiminas sioul
- Mell-droad evit ar merc’hed (evit ar re 6-10 vloaz)